Prederouriezh yuzev

Eus Wikipedia

Ar brederouriezh yuzev (פילוסופיה יהודית) zo ur skourr eus ar brederouriezh kaset gant Yuzevien, peotramant e liamm ouzh o relijion. Betek mare an Haskalah (Sklêrijennoù yuzev) e veze prederiet ar re fur gant ar mod da lakaat soñjoù nevez, a-wezhioù a orin eus ar bed nann-yuzev da glotañ gant soñjoù an hengoun rabinek. Ur wezh ebarzhet er gevredigezh vodern e oa aet prederourien yuzev war-zu hentoù nevez ha disheñvel, met o klask lakaat anezho akord gant o c'hredennoù alies.