Pouvana'a a Oopa

Eus Wikipedia
Monumant en enor da Pouvana'a a Oopa e Papeete

Pouvana'a a Oopa Tetuaapua (10 a viz Mae 189510 a viz Genver 1977) a oa ur politikour eus Polinezia c'hall hag unan eus pennoù an emsav broadel er vro-hont. Lesanvet e veze « Metua », tad ar vro.

Ganet e voe Pouvanaa a Oopa e 1895 en enez Huahine, unan eus Inizi ar Gevredigezh. Kuitaat a reas ar skol a-raok e 10 vloaz. Desavet e voe en ur metoù protestant ma veze lennet ar Bibl, ar pezh a levezonas anezhañ kalz. E deroù 1918 ez eas da Vro-C’hall da vrezeliañ, gant Batailhon Kemmesk ar Mor Habask. E-pad an Eil Brezel-bed e savas a-du gant de Gaulle hag ar France Libre. Hogen dre ma c’houlenne evit Polineziz ar memes gwirioù keodedel hag ar C’hallaoued e voe kaset d’an harlu d’un enezenn pell diouzh Tahiti.

Goude ar brezel e savas ur bodad tud a c’houlenne kemm da vat an darempred trevadennel etre Polinezia ha Bro-C’hall. E miz Gouere 1947 e voe tamallet dezhañ bezañ kemeret perzh e manifestadegoù ha bezañ iriennet evit diskar galloud Bro-C’hall ; harzet e voe ha barnet, met didamallet a-benn ar fin.

E miz Here er bloavezh 1947 ivez e voe dilennet da gannad gant 62 % eus ar mouezhioù. Sevel a reas ur strollad anvet Rassemblement Démocratique des Populations tahitiennes (RDPT) evit gounit emrenerezh Polinezia ha stourm ouzh ar gapitalourien. Addilennet e voe e 1951 gant 72 % eus ar mouezhioù hag adarre e 1956 gant 58 % anezho. Er referendom kinniget gant De Gaulle e miz Gwengolo 1958 e savas a-du gant an « Nann », tra ma votas 64 % eus annezidi Polinezia a-du gant ar vonreizh nevez. Harzet e voe Pouvana'a a Oopa d’an 11 a viz Here war an digarez m’en dije lakaet e aduidi da c’hwezhañ an tan e Papeete. Kondaonet e voe da 8 vloaz toull-bac’h ha da 15 vloaz harlu diouzh Polinezia. Tennet e voe digantañ e garg a gannad e 1960. Digastizet e voe ha gallout a reas distreiñ eus Bro-C’hall da Dahiti e miz Du 1968[1]. E Gwengolo 1971 e voe dilennet da senedour, en anv ar strollad Here ai'a, en doa kemeret lec’h an RDPT, ha chom a reas senedour betek e varv e 1977.

Sellout a reer ouzh Pouvana'a a Oopa evel tad emsav broadel Polinezia C'hall. Gant e brezegennoù entanet e oa bet dihunet an emskiant vroadel e-touez Polineziz ha gantañ e oa bet krouet ar strollad politikel polineziat kentañ. Abaoe distro Pouvana'a a Oopa da Dahiti e 1968, ez eus tud o c’houlenn ma vefe adc’hraet e brosez ha ma vefe didamallet da vat. E miz Gouere 2009, c’hoazh, e oa bet votet ur mennad a-unvouezh, gant Bodadenn Polinezia, da c’houlenn ma vefe graet un distro war ar prosez-se[2].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Fichenn Pouvana'a a Oopa er Vodadenn Vroadel c’hall
  2. Radio New Zealand International, 09 July 2009

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]