Poultrerezh
Neuz
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.

Ur boultrerezh zo ul lec'h ma produed poultr du gwechall, en ur gemmeskañ salpestr, sulfur ha glaou, ha war-lerc'h poultr divoged, hag a-wechoù danvezioù all ret evit an argerzh produiñ evel an eter.
Disheñvel eo diouzh ar boultreg, al lec'h ma veze berniet ar poultr, pe e vije e savadurioù pe e bagoù-brezel.
E Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Poultrerezh Pont-ar-Veuzenn : digoret e 1688, serret goude ur gwallreuz e 1975. Ur boultrerezh nevez zo bet savet un tamm pelloc'h war-lerc'h. Meret eo gant an embregerezh Nobel Sport.
- Poultrerezh ar Vilin Wenn (er Releg-Kerhuon) : oberiant etre 1889 ha 1940.
Bro-C'hall
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da vare ar Brezel-bed Kentañ, al Laboratoire Central des Poudres (Arnodva Kreiz ar Poultroù), e Pariz, a oa karget da gas ar studioù hag an amprouennoù war ar poultroù hag ar mod da broduiñ anezhe. E Bro-C'hall e oa 13 poultrerezh, ouzhpenn an div a oa e Breizh[1] :
- Poultrerezh Angoulême (karter ar Basseau e Angoulême, Charente), savet e 1821.
- Poultrerezh Bergerac (e Bergerac, Dordogne).
- Poultrerezh ar Bouchet (e Vert-le-Petit, Essonne), savet e 1821.
- Poultrerezh Esquerdes (e Esquerdes, Pas-de-Calais), savet e dibenn an XVIIvet kantved.
- Poultrerezh ar Ripault (e Monts, Indre-et-Loire), savet e 1786.
- Poultrerezh Saint-Chamas (e Saint-Chamas ha Miramas, Bouches-du-Rhône), savet e 1690.
- Poultrerezh Saint-Fons (e Saint-Fons, Rhône).
- Poultrerezh Saint-Jean-d'Angély, e Saint-Jean-d'Angély (Charente-Maritime).
- Poultrerezh Saint-Médard (e Saint-Médard-en-Jalles, Gironde), savet e 1660.
- Poultrerezh Sevran-Livry (e Sevran hag e Livry-Gargan, Seine-Saint-Denis), savet e 1865.
- Poultrerezh Sorgues (Vaucluse), savet e 1915.
- Poultrerezh Toloza (enez ar Ramier, e Toloza, Haute-Garonne), savet e 1852.
- Poultrerezh Vonges (e Vonges, Côte-d'Or), savet e 1691.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) CURACULL Jérôme (renerezh), Poudre de guerre. Pont-de-Buis 1914-1918. Histoire d'une industrie d'armement, Locus Solus, 2018, 112 p., ISBN 978-2-36833-433-1, p. 22