Mont d’an endalc’had

Poull-neuial olimpek

Eus Wikipedia
Poull-neuial olimpek e Melbourne, Aostralia.

Ur poull-neuial olimpek zo ur seurt poull-neuial gant ur ment resis hag a glot gant kevezadegoù neuial ar C'hoarioù Olimpek. Aozet e vez ar c'hevezadegoù-se e-barzh poulloù-neuial brasoc'h eget boaz, 50 metrad a hirder da c’henver poulloù-neuial klasel gant 25 metrad a hirder hepken.

Brastres eus ur poull-neuial olimpek gant trepasoù neuial.
Kevezadeg Water-Polo er C'hoarioù Olimpek e Pariz e 2024 etre skipailh Bro Italia hag hini Montenegro.

Ur poull-neuial olimpek zo ur poull-neuial hag a glot gant kevezadegoù evit meur a sport, kevezadegoù neuial ar C'hoarioù Olimpek, Kampionadoù ar bed neuial, hag ivez krogadoù water-polo. Hervez kevread etrebroadel an neuierezh, anvet World Aquatics, e rank dezverkoù ur poull-neuial olimpek klotañ gant kriterioù resis :

  • hirder : 50 metr
  • ledander : 25 metr
  • niver a drepasoù : 8 + 2
  • ledander an trepasoù : 2,5 metr
  • donder : 2 vetr d'an nebeutañ, 3 metr erbedet
  • kementad a zour : 2 500 m3 da nebeutañ, 3 750 m3 evit 3 metr a zonder

N'eus nemet poulloù-neuial gant dour dous hag a zo aotreet, abalamour d'an dra-se n'eo ket bet posupl da boull-neuial Dinarzh degemer Masters an neuial e 2011[1].

Poulloù-neuial olimpek e Breizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a boull-neuial olimpek a vez e Breizh, peurliesañ e vezont kavet e kerioù brasañ ar vro : Naoned, Brest, Sant-Brieg, Gourin, Kastell-Briant.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.