Pornokratiezh

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Félicien Rops:Pornocrates, 1896

Ar bornokratiezh eo an anv ijinet, hervez tud zo, gant ar c'hardinal italian Cesare Baronio er XVIvet kantved, hag a vez graet eus ur marevezh eus istor an Iliz katolik ma veze levezonet ar bibien, etre 904 ha 963, gant div vaouez eus tiegezh konted Tusculum : Teodora, gwreg ar senedour roman Teofilakt, hag o merc'h Marozia.

Hervez tud all e teu ar ger eus un droidigezh eus an droienn alamanek « Römisches Hurenregiment », implijet gant istorourien an XVIIIvet kantved, hag a dalv kement ha « gouarnamant roman ar gisti ».


Kregiñ a reas ar marevezh-se, anavezet ivez evel "gouarnerezh roman ar c'hourtizanezed", e 904 gant anvidigezh ar pab Sergius III, hag echuiñ er bloaz 935 pa voe bac'het Yann XI, mab da v-Marozia, ha Marozia hec'h-unan, gant Alberico II, a oa mab ivez da Varozia ha d'he fried kentañ Alberico Iañ.

Sede anvioù ar bibien a voe war gador sant Pêr en amzer-hont:

Istorourien zo a astenn ar marevezh-hont betek ar bloaz 963, hag a laka anvioù pibien all el listennad:

Nemet ne oa ket ar bibien-se dindan levezon kourtizanezed ken, met dindan hini mab Marozia, Alberig II.


Lennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Cesare Baronio, Annales ecclesiastici, 1538-1607
  • Valentin Ernst Löscher, Historie des römischen Huren-Regiments der Theodorae und Maroziae, Lipsia, 1705
  • Harlie Kay Gallatin, Church and Society in a Crisis Age: Tenth and Eleventh Century Europe
  • Giuseppe Garibaldi, Il governo dei preti, Kaos edizioni, 2006