Poppitz

Eus Wikipedia
Poppitz
Filmdata
Titl orin Poppitz
Bro produiñ Aostria
Deuet er-maez 2002 en Aostria
Yezh orin alamaneg
Padelezh (PAL-DVD) : 99 munutenn
Skigner DOR Film
Pare
Filmaozer Harald Sicheritz
Produer Manfred Fritsch
Danny Krausz
Kurt Stocker
Skrivagner Harald Sicheritz
Roland Düringer
Sonerezh Lothar Scherpe
Aktourien

Roland Düringer
Marie Bäumer
Nora Heschl
Kai Wiesinger
Reinhard Nowak
Oliver Korittke


Poppitz a zo ur gomedienn griz gant ar filmaozour Harald Sicheritz hag an aktour Roland Düringer, filmet e 2002 en Aostria. Dont a reas er-maez e 2002 en Aostria, hag e 2004 nemetken en Alamagn. Ouzhpenn 440.000 a dud o deus gwelet ar film en Aostria, dre-se e voe ar film en deus graet ar muiañ berzh en Aostria er bloavezhioù 2000, eus a-bell. (Mat eo gouzout e oa bet graet ar film gant ar muiañ berzh ar bloavezhioù 1990, Hinterholz 8, gant ar filmaozour Sicheritz hag ar pennaktour Düringer ivez.)

Synopsis[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gerry Schartl (Roland Düringer) a zo ur gwerzher-kirri gant berzh ha mailh evit gwerzhañ ar c'hirri vilañ da n'eus forzh piv. A-wezhioù e lez mab ar pennrener, Bertram (Alfred Dorfer) gwerzhañ kirri en e lec'h. War-eeun goude interamant ar pennrener, a oa marvet gant un taol-gwad e-pad un emvod, ez a Gerry gant e wreg dislaouen Lena (Marie Bäumer) hag e grennardez a verc'h Patrizia (Nora Heschl) d'an enezenn-vakañsoù Cosamera. En aerborzh eo krog Gerry da soñjal e traoù iskis a oa o paouez c'hoarvezout en embregerezh: e-pad an emvod diwezhañ gant ar pennrener e voe meneget darempredoù gant embregerezhioù alaman, ouzhpenn-se e vez mab ar pennrener o pellgomz alies d'un Aotrou anvet "Poppitz". Dre ma ne voe ket Bertram evit kontañ keleier talvoudus da Gerry e-pad an interamant, eo erru hemañ nec'hetoc'h-nec'hetañ ha krediñ a ra e vo prenet ar stal gant an Alamaned, ar pezh a c'hellfe lakaat e bost en arvar.

En ur erruout e Cosamera eo krog gant ar strilh da vat. Heñvel eo ar c'hamp ouzh ur c'hastell, mont a ra malizenn Gerry diwar-wel, n'eus nemet c'hwil-du ha Piefke (kunujenn evit envel an Alamaned, a-berzh an Aostrianed) el lec'h, ha divarrek pe zoken savet fall eo an implijidi. Pennfolliñ a ra Gerry pa glev ez eus ouzhpenn unan bennak hag a zo anvet "Poppitz" e-touez an douristed alaman - meur a brouenn a zo e vefe-eñ an Alaman rok Ben (Kai Wiesinger), hag a zouset en digor gant Lena.

Prizioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]