Pont Brooklyn
Pont Brooklyn zo ur pont-skourr e kêr New York, a-dreuz an East River. Liammañ a ra karterioù Manhattan ha Brooklyn. C'hwec'h forzh (teir a bep tu) zo evit ar c'hirri hag un hentig zo evit an dud war-droad, e-kreiz hag uheloc'h eget ar c'harrbont.
Digoret e voe d'ar 24 a viz Mae 1883, goude 14 bloavezh labour ha 15 milion a zollarioù a zispignoù. Empentet e voe ar pont gant John Augustus Roebling. A-raok Pont Brooklyn, en doa savet pontoù dreist ar stêr Niagara hag ar stêr Ohio e Cincinnati. Gloazet e voe e deroù al labourioù ha mervel a reas teir sizhun diwezhatoc'h. Gant e vab Washington Roebling e voe kendalc'het e labour ha gant gwreg hennezh, Emily Roebling, e voe echuet[1].
Pa voe digoret Pont Brooklyn e oa ar pont-skourr brasañ er bed, gant 1 825 metr hed en holl, ha 486 metr hed etre ar pileroù.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ history.com (en)