Mont d’an endalc’had

Polis broadel (Bro-C'hall)

Eus Wikipedia
Polis broadel Bro-C'hall
polis vroadel
Deiziad krouiñ14 Eos 1941 Kemmañ
Den e penn an aozadurGeneral manager of the French National Police Kemmañ
Merour/renerGérald Darmanin Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
Sez sokialPariz Kemmañ
OberataerDirectorate General of National Police Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.police-nationale.interieur.gouv.fr/ Kemmañ

Ar Polis broadel (galleg: Police nationale), anvet a-raok Sûreté nationale, zo unan eus an daou nerzh polis broadel e Bro-C'hall, an hini all o vezañ an Archeriezh vroadel. Ar polis broadel eo an nerzh surentez trevourel brasañ er vro. An takadoù a vez gwarezet gant an nerzh-se zo dreist-holl er c'hêrioù bras pe bras a-walc'h. A-hend-all, an Archeriezh vroadel a evezh dreist-holl ar c'hêrioù bihan hag an takadoù war ar maez hag an harzoù. Ar polis broadel zo suj da Vinistr an Diabarzh ha 145 200 implijad a oa en aozadur e 2015.

Kefridioù ar Polis broadel eo gwareziñ ar madoù, an dud hag an ensavadurioù, talañ ouzh an torfederezh aozet, an torfederezh pemdeziek hag an trafik drammoù, gwareziñ an urzh foran, stourm a-enep an enbroañ e-maez lezenn hag al labour kuzh, ha titouriñ an aotrouniezhoù war an riskloù sponterezh.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]