Pokrovsk (Ukraina)
Deiziad krouiñ | 1880 ![]() |
---|---|
Anv ofisiel | Покровськ ![]() |
Anv er yezh a orin | Покровськ ![]() |
Stad | Ukraina ![]() |
Kêr-benn eus | Pokrovsk Raion, Pokrovsk urban hromada ![]() |
E tiriad | Pokrovsk urban hromada ![]() |
Gwerzhid-eur | UTC+02:00, UTC+03:00 ![]() |
Daveennoù douaroniel | 48°17′0″N 37°11′0″E ![]() |
Ezel eus | Unvaniezh ar c'hêrioù Baltel ![]() |
Gevellet gant | Tulchyn, Kolomyia ![]() |
Lec'hienn ofisiel | https://pokrovsk-rada.gov.ua/ ![]() |
Ardamezioù | Q20075573 ![]() |
Istor | Q25436718 ![]() |

Pokrovsk (ukraineg : Покровськ, rusianeg : Покровск), eus e anv ofisiel Krasnoarmiisk (ukraineg: Красноармійськ, rusianeg: Красноармейск) (betek 2016) ha Grishino (betek 1934), (rusianeg: Гришино; ukraineg: Гришине) zo ur gêr ha kreizenn velestradurel eus Raion Pokrovsk en Oblast Donetsk, Ukraina. Lec'hiet eo 56 kilometr e biz Donetsk. A-raok 2020 e oa ul lodenn a live Kêr gant un dalvoudegezh rannvroel. 60127 anneziad a oa enni e 2022.[1]
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pokrovsk a oa bet savet evel Grishino e 1875 diwar urzh ministr trenioù Impalaeriezh Rusia. Aotreet e oa bet da sevel un harz tren da gentañ. Buan e oa bet krouet ur gêr a oa bet anneziet gant 2000 den.[2]
Aloubadeg Ukraina gant Rusia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pennad spisoc'h: Argadenn a-enep Pokrovsk

D'ar 7 a viz Eost 2023, e-kerzh Aloubadeg Ukraina gant Rusia, misiloù rusian a oa kouezhet div wech ar gêr,[3] lazhet e oa bet 9 den ha gloazet 82 en un dagadenn doubl.[4]
E miz Gouhere 2024, Rusia en doa bet lakaet da bal aloubiñ kêr Pokrovsk e-kerzh un argadenn nevez.[5] D'ar 15 a viz Eost, Serhii Dobriak, penn melestradurezh milourel kêr Pokrovsk, a embanne e oa an nerzhioù lu rusian da 10 kilometrad diouzh ar gêr nemetken,[6][7][8] ha kemenet en devoa d'an annezidi, dreist-holl ar re gozh hag ar familhoù gant bugale yaouank, da vont kuit.[9][10] D'an 19 a viz Eost, pennoù gouarnamant Ukraina a embanne e vije rediet d'ar familhoù gant bugale yaouank da guitaat ar gêr.[11][12] Ar boblañs a oa bet war ziskenn kalz betek tizhout 36 000 den d'ar 1añ a viz Gwengolo.[13] D'ar 5 a viz Gwengolo, al linenn tren a oa difennet d'an drevourien evit kuitaat ar gêr dre ma oa ar surentez o vont war washaat, kemenet e oa d'an drevourien implij busoù ha ti-gar Pavlohrad. Hervez gouarnour Oblast Donetsk Vadym Filashkin, 26 000 anneziad, gant 1076 bugel, a chom e kêr c'hoazh.[14] E miz Here, ar boblañs a oa istimet da vezañ 13 000.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Чисельність наявного населення України (Istimadur poblañs a-vremañ en Ukraina) (uk). State Statistics Service of Ukraine.
- ↑ Красноармійськ, Красноармійський район, Донецька область » Історія міст і сіл Української РСР (ru-RU).
- ↑ Russian 'double tap' missile strike kills seven near hotel used by journalists. The Guardian (8 a viz Eost 2023).
- ↑ Smilianets, Vladyslav (8 a viz Eost 2023). Russian missiles kill nine, destroy hotel in eastern Donetsk, Ukraine says. Reuters.
- ↑ "Russia, adapting tactics, advances in Donetsk and takes more Ukrainian land" (27 a viz Gouhere 2024).
- ↑ Russian army approaches Pokrovsk, authorities ask civilians to evacuate.
- ↑ Occupiers are almost close to Pokrovsk: MMA calls for evacuation | Censor.NET.
- ↑ Russian forces close in on Pokrovsk, authorities urge residents to evacuate.
- ↑ Ukrainian residents urged to evacuate eastern town as Russia closes in. BBC News (15 a viz Eost 2024).
- ↑ Méheut, Constant (16 a viz Eost 2024). "Russia Closes In on Key Eastern Ukrainian City Despite Kursk Incursion", The New York Times.
- ↑ Ukraine orders evacuation of city as Russia makes gains.
- ↑ Ukraine orders families to leave key city of Pokrovsk amid Russian advances.
- ↑ Kramer, Andrew E. (1añ a viz Gwengolo 2024). With Russia on Its Doorstep, a Ukrainian Town Packs Its Bags. The New York Times.
- ↑ Court, Elsa (5 a viz Gwengolo 2024). Pokrovsk train station closes for civilian evacuations as security situation deteriorates.