Pok d'an dorn

Ar pok d'an dorn. Livadur gant Pietro Longhi, 1746
Ar pok d'an dorn a vez graet e broioù zo, e-touez tud zo. Pevar doare pokoù d'an dorn zo anavezet dreist ar re all:
- pokoù ar wazed da zorn ar maouezed
- pok ar gristenien da zorn ar beleg, pe an eskob, pe da hini ar pab;
- pok da zorn ar roue
- pok tud ar mafia da zorn ar paeron, brudet gant ar film The Godfather.
Met re all zo c'hoazh.
Pok da zorn ar maouezed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur merk a zoujañs, a sevenadur, hag a renk kevredigezhel eo war un dro. Gwechall e veze poket da zorn ar maouezed e-touez an dud uhel hepken.
Pok da zorn ur roue[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Un doare da ober le a wazoniezh e oa pokat da zorn ar roue. Heñvel eo ar pok-dorn er mafia.
Pokoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anaout a reer meur a zoare all c'hoazh. Dirak an impalaered roman e ranke an dud daoulinañ. Darn a stoke dousik ouzh traoñ sae an impalaer neuze hag a boke d'o dorn goude.