Poent dreistdiraez
Poent dreistdiraez[1] a reer e geriaoueg an douaroniezh eus al lec'h pellañ pe diaesañ da dizhout en un takad douar, en ur meurvor pe e forzh petore elfenn all bevennet gant harzoù, kement-se e-keñver un dezverk diuzet.
Peurliesañ e komzer eus al lec'h pellañ diouzh aod pe aod, ha pa vefe er mor pe war an douar kalet : en degouezhioù-se ez eo ar poent dreistdiraez kreiz ur c'helc'h a c'haller tresañ etre aodoù hep o lakaat e-barzh. Mard eo diresis an aodoù ez eo diresis ar poent ivez.



Linennoù tanav : 250 km — Linennoù tev : 1000 km
En hantervoul norzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
« Pennahel Arktika » a reer a-wezhioù eus poent dreistdiraez an hantervoul norzh.
E morskorneg Meurvor Arktika emañ, el lec'h pellañ diouzh pep tiriad douar kalet : e-tro da 85°48'N 176°09'K eo e zaveennoù, er mervent da Bennahel an Norzh, en norzh da Enez Wrangel ha 1 008 km pell diouzh an aodoù tostañ : Enez Henrietta en Inizi De Long, Kab Arktik (e Rusia o-daou) hag Umingmak Nuna (Kanada).
Den ne oar piv a oa bet faziet pa verkas an daveennoù e-tro da 84°03'N 174°51K met e 1968 e klaskas ar Saoz Sir Wally Herbert (1934-2007) tizhout al lec'h-se dre dreinell stlejet gant kon, hogen kazeg a reas tost-tre d'ar pal en abeg da red ar skorn war ar mor[2].
Er bloaz 2005 e voe adjedet daveennoù poent dreistdiraez an Norzh gant skoazell loarelloù ha GPS ; e 2013 e voe embannet an daveennoù nevez, a zo tremen 200 kilometr diouzh al lec'h kozh[3]. Ken abred ha 2006 avat e klaskas an ergerzher saoz Jim McNeill (*1960) tizhout al lec'h nevez en ur vuzuliañ tevder ar gwiskad skorn evit an NASA ; kazeg a eure ivez[4]. E 2010 e klaskas c'hoazh hag e c'hwitas arre, en abeg ma oa re fall ar skorn[5].
Peogwir e vez atav ar vorskorneg o fiñval ne c'heller ket lakaat ur merk digemm er poent-se ; d'an 12 a viz Gwengolo 2024 koulskoude e voe tizhet poent dreistdiraez an Norzh gant ar morreder gall Commandant Charcot[6],[7] — en dour-mor e oa ar poent da neuze eta, n'edo ket war ar vorskorneg.
En hantervoul su
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Al lec'h pellañ diouzh Meurvor ar Su war douar Antarktika eo poent dreistdiraez an hantervoul su.
Meur a goublad daveennoù douaroniel zo bet d'al lec'h-se, hervez pelec'h e lakaer aodoù ar c'hevandir : war harzoù an douar kalet pe war re ar vorskorneg ? Diaes eo termeniñ pelec'h emañ an aod kalet ha heuliañ fiñvoù ar gwiskadoù skorn. Mammennoù all d'an niver a zaveennoù eo an araokadennoù e resisted ar muzulioù, hag ar fazioù er muzulioù kozh a zo chomet hep bout bet reizhet.
Kenemglev zo evit lec'hiañ poent dreistdiraez ar Su en daveennoù 82°6'S 54°58'R, da lavaret eo er savlech enklaskoù hinouriel soviedel anvet e ruseg полюс недоступности Polyous Nedastoupnestya, "Poent Dreistdiraez" d'ar 14 a viz Kerzu 1958[8] — met mammennoù all a embann daveennoù all, evel 83°6'S 54°58'R gant an International Polar Heritage Committee (IPHC)[9], a zo 1 301 km pell diouzh pennahel ar Su ha 3 718 m a-us live ar mor, ha 85°50'S 65°47'R gant ar Scott Polar Research Institute (SPRI)[10].
Er bloaz 2020, muzulioù resisoc'h graet gant hentennoù all o deus disoc'het e termeniñ ur poent "diavaez" hag unan "diabarzh"[11].
- Poent dreistdiraez ar Su, diavaez : e 83°54'14.4"S 64°53'24"R, war ar vorskorneg, 1 590,4 km pell diouzh ar meurvor.
- Poent dreistdiraez ar Su, diabarzh : e 83°36'36"S 53°43'12"R, war an douar kalet, 1 179,4 km pell diouzh an harzoù etre an douar hag ar vorskorneg.
Digenvesoc'h a-galz ha diaesoc'h da dizhout eget pennahel ar Su eo ar poent dreistdiraez eno ; ur gur a oa bet sevenet gant skipailh an ergerzher soviedat Yevgeny Tolstikov (1913-1987) e 1958 p'en devoa staliet ar savlec'h hinouriel ; berrbad e voe ar savlec'h-se, pa voe klozet goude 12 devezh, d'ar 26 a viz Kerzu[8]. Un eil skipailh soviedat a zistroas d'al lec'h e 1967. Rummataet eo al lec'h istorel-hont, hag un hanterskeudenn eus Lenin zo eno, troet war-du Moskov.
D'an 11 a viz Kerzu 2005, ur skipailh Spagnoled renet gant an ergerzher Ramón Hernando de Larramendi (*1965) a erruas e poent dreistdiraez ar Su lec'hiet e 82°53'14"S 55°4'30"R, an daveennoù a oa bet hizivaet er bloaz-se gant an aozadur breizhveuriat British Antarctic Survey. Goude-se e kendalc'has ar strollad war-du an eil poent, an hini diavaez ; e 83°50'37"S 65°43'30"R ec'h erruas d'ar 14 a viz Kerzu. Ur geidenn a 90 km bennak a redjont bemdez, ha 311 km d'ar muiañ, en ur c'hatamaran stlejet gant sarpantoù-nij[12].
Bloaz goude, d'ar 4 a viz Kerzu 2006, ur skipailh renet gant an ergerzher saoz Henry Cookson (*1975) a loc'has kuit war skioù ha gant sarpantoù-nij davit ar savlec'h soviedel, man errujont d'an 19 a viz Genver 2007 ha ma adkavjont hanterskeudenn Lenin[13],[14].
D'ar 27 a viz Kerzu 2011, an ergerzher breizhveuriat-stadunanat-gall Sebastian Copeland (*1964) hag e geneil Eric McNair-Landry eus Nunavut a erruas ivez er savlec'h soviedel[15].
Daoust d'al lies daveennoù bet degaset gant an araokadennoù er muzulioù e chom Polyous Nedastoupnestya al lec'h a lakaer da boent dreistdiraez hantervoul ar Su.
Er meurvorioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Poent Nemo a reer eus ar poent dreistdiraez er meurvorioù, a lakaer dre vras e 48°52'36"S 123°23'36"K, er Meurvor Habask a-vaez da Chile, ur 2 688 km bennak pell diouzh an aod tostañ, a zo Ducie Island en Inizi Pitcairn[16].
Al lec'h digenvesañ war an Douar eo ar Poent Nemo : dre ma ne vez na lestr war vor na nijerez en aer tostoc'h eget 400 km e c'hoarvez alies ma vefe astraerien an ISS (International Space Station, "Savlec'h Egor Etrebroadel", SEE) an dud tostañ dezhañ pa dremenont a-us dezhañ — ar pezh na vir ket outañ a vout saotret gant mezell[17].
- Istor
Gant an ijinour kroat-ha-kanadian Hrvoje Lukatela e voe kavet ar Poent Nemo e 1992[18],[17]. Tregont vloaz diwezhatoc'h, e 2022, ec'h adjedas an daveennoù gant harp roadennoù OpenStreetMap ha Google evit o c'heñveriañ gant re 1992, a oa bet termenet dre ar raktres Digital Chart of the World ("Kartenn Niverel ar Bed")[19].
Brudet e voe al lec'h e sevenadur ha lennegezh ar bed, ken e voe anvet Poent Nemo gant H. Lukatela evit ober dave d'ar c'habiten heñvelanvet en ur romant gant Jules Verne, Vingt mille lieues sous les mers (1869-70)[18],[16].
Iskisat tra eo e lec'hias H. P. Lovecraft kêr R'lyeh nepell diouzh ar Poent Nemo e 47°9'S 126°43'K en e istor berr The Call of Cthulhu e 1928, 66 vloaz kent labour H. Lukatela[20].
« Bered al Listri-egor » (Spacecraft Cemetery) a reer ivez eus trowardroioù ar Poent Nemo, rak kantadoù a loarelloù, savlec'hioù-egor ha listri-egor all echu o servij zo bet lakaet da gouezhañ eno pa zistrojont d'an Douar, evit mirout outo a dizhout ul lec'h annezet gant tud pe ul lestr war vor[21]. Raktreset ez eus e kouezhfe an ISS er Poent Nemo er bloaz 2031[22] goude bout lakaet termen d'e red-micher e 2030[23].
War ar c'hevandirioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Afrika
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Poent dreistdiraez Afrika a lakaer e 5°39'0"N 26°17'12"R[24], da lavaret eo tost da gêr Obo e Republik Kreizafrikan, nepell diouzh al lec'h ma kej harzoù ar Stad gant Soudan ouzh ar re gant Republik Demokratel Kongo, eleze 1 814 km pell diouzh an aod tostañ.

Aostralia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En Aostralia emañ ar poent dreistdiraez e 23°10'12"S 132°16'12"R[24], 920 km diouzh an aod ha 161 km e kornôg-gwalarn da gêr Alice Springs (Tiriad an Norzh), un 30 km bennak e kornôg-gevred ar gêr anvet Papunya.
Eurazia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E gwalarn Sina tost d'an harzoù gant Kazakstan emañ ar poent dreistdiraez en Eurazia (EPIA, Eurasian Pole of Inaccessibility). Bez' ez eo war an dro al lec'h pellañ diouzh pep meurvor war zouar kalet hor planedenn, peogwir ez eo Azia ha neuze Eurazia brasañ kevandir an Douar.
Hervez ar jedadennoù kentañ e oa bet lakaet da 46°17'N 86°40'R, eleze 2 645 km pell diouzh an aod tostañ hag e gouelec'h Gurbantünggüt, un 320 km bennak en norzh da gêr Ürümqi, kêr-benn Xinjiang. Nemet e oa bet lezet aber ar stêr Ob er-maez eus ar jedadennoù ; e 2007 e voe kinniget daou lec'h all evit poent dreistdiraez Eurazia : EPIA1 e 44°17'24"N 82°11'24"R (2 510 ±10 km eus an aod tostañ) hag EPIA2 e 45°16'48"N 88°8'24"R (2 514 ±7 km)[24]
Ul lec'h all a oa bet jedet e 1992 gant douaroniourien Xinjiang evit "kreiz Azia", e 43°40'52"N 87°19'52"R, e bannlev su Ürümqi neuze ; er bloavezhioù 1990 e oa bet savet ur monumant eno[25].
Norzhamerika
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Lec'hiet eo bet poent dreistdiraez Norzhamerika e 43°21'36"N 101°58'12"K, e Gwarezva Pine Ridge an Amerindianed Oglala Lakota, e mervent Stad South Dakota, 1 650 km pell diouzh an aod tostañ hag 11 km en norzh da gêr Allen[24]. E 2021 e voe staliet eno ur peul warnañ 7 talvoudegezh ar bobl Lakota ha 4 liv Rod Lakota ar Vezegiezh[26].
Suamerika
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Suamerika emañ ar poent dreistdiraez e 14°3'0"S 56°51'0"K, e Brazil, nepell diouzh Arenápolis e Stad Mato Grosso[24], 1 504 km diouzh an aod tostañ.
E 2019 e voe kavet un eil poent dreistdiraez en Norzh, hogen gwall gemmus eo e lec'hiadur rak diforc'hioù bras zo etre an daou ziaz roadennoù a vez arveret evit jediñ[27].
Ul listennad poentoù dreistdiraez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Diglok eo al listennad-mañ, pa ne c'hall ket diskouez an enklaskoù nevesañ.
- Daou lec'h disheñvel gant an hevelep jeder en hevelep bloaz a dalvez en deus arveret daou ziaz roadennoù.
Poent | Daveennoù | Aod tostañ | Termenerien |
---|---|---|---|
Afrika | 1 814 km | Garcia 2007 | |
1 814,5158 km | Barnes 2019 | ||
[ 1 815,4150 km | ] Barnes 2019 | ||
Antarktika | 1 301 km | Savlec'h soviedel | |
1 136,2129 km | Barnes 2019 | ||
1 273,2928 km | Barnes 2019 | ||
1 590,36 km | Rees 2021 | ||
1 179,40 km | Rees 2021 | ||
Aostralia | 928 km[n 1] | García 2007 | |
(hed ebet) | Geoscience Australia 2014)[n 2] | ||
925,4459 km | Barnes 2019 | ||
921,9290 km | Barnes 2019 | ||
Arktika | 1 008 km | Rees 2014 | |
1 008,9112 km | Barnes 2019 | ||
1 007,6777 km | Barnes 2019 | ||
Breizh-Veur | 108 km | García 2007 | |
114,4462 km | Barnes 2019 | ||
108,0925 | Barnes 2019 | ||
Eurazia 1 | 2 514 km | García 2007 | |
2 513,9415 km | Barnes 2019 | ||
2 509,9536 km | Barnes 2019 | ||
Eurazia 2 | 2 510 km | García 2007 | |
2 509,9685 km | Barnes 2019 | ||
2 505,2134 km | Barnes 2019 | ||
Greunland | 469 km | García 2007 | |
471,9905 km | Barnes 2019 | ||
474,2257 km | Barnes 2019 | ||
Madagaskar | 260 km | García 2007 | |
259,5957 km | Barnes 2019 | ||
264,0657 km | Barnes 2019 | ||
Meurvor Atlantel | 2 033,8849 km | Barnes 2019 | |
2 033,5187 km | Barnes 2019 | ||
Meurvor Habask (Point Nemo) | 2 690 km | García 2007 | |
2 701,1721 km | Barnes 2019 | ||
2 704,7991 km | Barnes 2019 | ||
Meurvor Indez | 1 940,8913 km | Barnes 2019 | |
1 943,3848 km | Barnes 2019 | ||
Norzhamerika | 1 639 km[n 3] | García 2007 | |
1 639.6549 km | Barnes 2019 | ||
1 643,7562 km | Barnes 2019 | ||
Suamerika | 1 517 km[n 4] | García 2007 | |
Suamerika 1 | 1 490,5321 km | Barnes 2019 | |
1 511,6636 km | Barnes 2019 | ||
Suamerika 2 | 1 467,2206 km | Barnes 2019 | |
1 476,4901 km | Barnes 2019 | ||
|
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Barnes, Richard. Optimal orientations of discrete global grids and the Poles of Inaccessibility. In : International Journal of Digital Earth, levrenn 13, niverenn 7, 2020, pp. 803-816. Kavet : 19 Meu 25.
- (en) García Castellano, Daniel & Lombardo, Umberto : Poles of Inaccessibility: A Calculation Algorithm for the Remotest Places on Earth. In : Scottish Geographical Journal, Levrenn 123, niverenn 3, Gwengolo 2007, pp. 227-233. Kavet : 19 Meu 25.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Pole of inaccessibility @ Google. Kavet : 19 Meu 25.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Andiraezded e Geriadur ar fizik, Preder, 2006.
- ↑ (en) Wally, Herbert. Across the Top of the World: The Last Great Journey on Earth. New York : G. P. Putnam , 1971, pp. 177–178. Kavet : 19 Meu 25.
- ↑ (en) Rees, Gareth & al.. Finding the Arctic pole of inaccessibility. In : Polar Record, levrenn 50, niverenn 1, Genver 2014, pp. 86-91. Kavet : 19 Meu 2025.
- ↑ (en) Explorer set for historic Arctic adventure @ BBC News, 20/02/2006. Kavet : 19 Meu 25.
- ↑ (en) Becker, Kraig. North Pole 2010: Expedition To The Pole of Inaccessibility is Postponed @ The Adventure Blog, 10/02/2010. Kavet : 19 Meu 25.
- ↑ (en) World’s Only Luxury Icebreaker Becomes First Ship To Reach North Pole Of Inaccessibility @ Marine Insight, 24/09/2024. Kavet : 19 Meu 25.
- ↑ Dindan banniel Wallis ha Futuna emañ Commandant Charcot hiziv ; gwelit (en) Commandant Charcot @ VesselFinder. Kavet : 19 Meu 25.
- ↑ 8,0 ha8,1 (en) Archinov, B. M. Catalogue of Russian Antarctic Meteorological Data 1994 @ World Meteorological Organization. Kavet : 19 Meu 25.
- ↑ (en) Historic Sites & Monuments in Antarctica @ IPHC, 2006. Kavet : 19 Meu 25.
- ↑ (en) Headland, R. K.. Terrestrial Poles @ SPRI, 1996. Kavet : 19 Meu 25.
- ↑ (en) Rees, Gareth & al.. Finding Antarctica’s Pole of Inaccessibility? In : Polar Record, levrenn 57, niverenn 40, 2021, pp. 1-6. Kavet : 19 Meu 25.
- ↑ (es) Alcanzado el Polo Sur de la Inaccesibilidad @ Barrabes, 13/12/2005. Kavet : 19 Meu 25.
- ↑ (en) Rory Sweet, Rupert Longsdon, Henry Cookson and Paul Landry – saw the statue of Vladimir Lenin @ Team N2i, 09/07/2022. Kavet : 19 Meu 25.
- ↑ (en) UK team makes polar trek history @ BBC News, 20/01/2007. Kavet : 19 Meu 25.
- ↑ (en) ExWeb interview Sebastian Copeland and Eric McNair-Landry @ Explorers Web. Kavet : 25 Meu 25.
- ↑ 16,0 ha16,1 (en) Where is Point Nemo? @ National Ocean Service. Kavet : 19 Meu 25.
- ↑ 17,0 ha17,1 (en) Point Nemo is the most remote oceanic spot – yet it’s still awash with plastic @ The Guardian, 18/05/2018. Kavet : 19 Meu 25.
- ↑ 18,0 ha18,1 (en) Point Nemo @ Lukatela. Kavet : 19 Meu 25.
- ↑ (en) Error on call to Template:cite web: Parameters url and title must be specified. Kavet : 19 Meu 25.
- ↑ Lovecraft, H. P. The Call of Cthulhu. In : Weird Tales, levrenn 11, niverenn 02, p.176. Kavet : 19 Meu 25..
- ↑ (en) Stiron, Shannon. This Is Where The International Space Station Will Go To Die @ Popular Science, 13/06/2023. Kavet : 19 Meu 25.
- ↑ (en) International Space Station to crash down to Earth in 2031 @ BBC, 03/02/2022. Kavet : 19 Meu 25.
- ↑ (en) The International Space Station Transition Plan @ NASA.
- ↑ 24,0 24,1 24,2 24,3 ha24,4 Castellano & Lombardo 2007.
- ↑ (en) 43° 40' 52"N 87° 19' 52" E Geographic Center of Asia – The Heart of Asia @ Confluence. Kavet : 19 Meu 25.
- ↑ (en) Marking the North American Pole of Inaccessibility @ First Baptist Church Athens. Kavet : 19 Meu 25.
- ↑ Barnes 2018.