Mont d’an endalc’had

Podad

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Podad giz Breizh)
Podad
Iskevrennad eusstew, soubenn, boued Kemmañ
Bro orinFrañs Kemmañ
Danvez implijetkig-moc'h Kemmañ

Ar podad a zo ur meuz hengounel eus keginerezh Europa, poazhet en ur pod e pri poazhet (pe en ur gokell) lec'h ma lakaer kig (pe kilhevardon) ha legumajoù goañv, poazhet er bouilhoñs e-pad eurvezhioù, ken m'eo euvret ar bouilhoñs gant an aozennoù.

Ur meuz kozh kozh eo, a gaver un tamm e pep lec'h en Europa gant aozennoù a bep seurt : kig-moc'h alies, e stumm silzigennoù, kig-sall, penn, morzhed, bruched, jaritell, lost, ha legumajoù goañv alies evel kaol, karotez, irvin, ach... Avaloù-douar a vez lakaet ivez alies, met ne veze ket ar boaz a-raok an XIXvet kantved. Kigoù all a gaver a-wechoù ivez : kig-bevin, kig-dañvad, kig-oan, kig-leue, kig-yar, kig-gwaz, kig skilyar pe kig-houad. Podadoù a c'hall bezañ, fardet gant pesked pe kresteneged ivez (legestr da skouer).

Anvioù a bep seurt a zo evit envel ar meuz-se, hervez ar broioù :

  • an hochepot er Flandrez,
  • ar podad giz Zurich (anvet züritopf) gant kig-moc'h, avaloù-dour ha kaol,
  • an eintopf en Alamagn (hag Elzas) gant kig-moc'h, kig-sall ha silzigoù,
  • ar choukroutenn eus Elzas (sauerkraut) gant kaol-go, silzig, kig-sall, hag avaloù-douar alies,
  • baeckeoffe, ur podad all eus Elzas gant tri c'hig,
  • ar podad giz Loren (anvet ivez potaye hag eintopf), ur seurt soubenn gant tammoù bara krazet, legumajoù ha kilhervardon, podad giz Arvern gant kig-moc'h ha kaol,
  • ar podad giz Frank-Kontelezh gant kilhervardon, kig mogedet ha kig-sezon,
  • ar podad giz Milano (anvet cassoeula e milaneg) gant salzigoù, kostezennoù moc'h uhel, troad hoc'h, kaol Milano ha karotez,
Podad giz Savoia.
  • ar podad giz Savoia gant kaol, jaritell pe morzhedig-hoc'h, tammoù enez lart, diots, kig-sall, avaloù-douar, karotez ha legumajoù a bep seurt.
  • ar podad giz Iwerzhon pe irish stew gant kig-dañvad, kig-sall, kaol hjag avaloù-douar. Meuz hengounel Gouel Sant Padrig eo. Gallout a ra bezañ aozet e stumm ur geusteurenn ivez.
  • ar podad giz Berry (Bro-C'hall), daou bodad a zo : unan gant fav ruz poazhet er gwin ruz ha morzhedig-hoc'h, egile gant fer glaz Berry poazhet er gwin gwenn ha tammoù kig-moc'h.
  • ar podad giz Bourgogn (Bro-C'hall) gant legumaj goañv (kaol, karotez, pour...), kudaouet gant kig-moc'h sall evel mell-kein pe morzhedig-hoc'h.

Ar ger "podad giz Breizh" a gaver el levrioù rekipeoù gall a vod meur a rekipe podadoù aozet ent-hengounel hervez broioù kozh Breizh : podad giz Kemper gant skoaziad voc'h, podad giz Roazhon gant tammoù kig-moc'h a bep seurt, podad giz An Elven gant kig-moc'h ha kig-bevin, podad gant bezin eus Molenez, podad giz Enez Sun gant farz-pod. Podadoù all a zo : gant sili-mor, gant skoaz-oan, gant tammoù kig-houad, gant silzig.

Meuzioù europat all a zo tost awalac'h ouzh ar podad, evel ar garbure e Gwaskogn (gant koñfiz, kaol hag avaloù-douar), ar pot-au-feu e Bro-C'hall (gant kig-bevin, pour, avaloù-douar, karotez, met chom a ra bouilhoñs paz'eo echu ar poazhadur), ar potaye e Gaume (Belgia), ar saladenn giz Liège... Gallout a reomp tostaat ar podad ouzh ar pozole eus Mec'hiko graet gant kig-yar pe kig-moc'h, maiz ha kaol.

Ar podad n'eo ket heñvel-tre ouzh ar geusteurenn rak poazhet e vez an aozennoù er bouilhoñs paz' eo poazhet ar geusteurenn gant un hilienn. Hag ar "pot-au-feu" a denn d'ar soubenn kentoc'h peogwir e chom bouilhoñs paz'eo echu ar poazhadur, hag eo euvret bouilhoñs ar podad gant e aozennoù.