Ploudon (korrblanedenn)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ploudon
Symbole astronomique de Pluton
Pluto by LORRI and Ralph, 13 July 2015.jpg
Ploudon luc'hskeudennet gant ar sontenn
New Horizons en hañv 2015
Dizoloidigezh
Kavet gant Clyde W. Tombaugh
Kavet d'an 18 a viz C'hwevrer 1930
Doareennoù he c'helc'htro
Skin etre 5,90638×109 km
39,5 ua
Ezkreizennegezh 0,2488
Prantad reveulzienn siderel 90 613,3058 d =
248 a 31 d 7,34 h
Prantad sinodek 366,7352 d
Tizh kelc'htreiñ etre 4,74 km/s
Stouadur 17,14175°
Niver a loarennoù 5
Doareennoù fizik
Treuzkiz keheder 2370 km ± 20 km
Gorre 17 milion a km²
Mas 1,314×1022 kg
Mas volumek etre 2,0×103 kg/m³
Gravitadur war he gorre 0,655 m/s²
Prantad treiñ 6,387 d =
6 d 9 h 17 min
Stouadur an ahel 119,61°
Albedo 0,60
Tizh frankizadur 1,3 km/s
Temperadur war he gorre
nbtañ etre muiañ
33 K 44 K 55 K
Doareennoù an atmosfer
Gwask atmosferek 0 - 0,0003 kPa
Nitrogen 90%
Metan 10%

Ploudon (Pluto e latin ha (134340) Ploudon hervez hec’h anv ofisiel), a zo anezhi ur blanedenn gorr eus Koskoriad an Heol abaoe diviz an Unvaniezh Astronomel Etrebroadel (UAE) ar 24 a viz Eost 2006. A-raok e oa degemeret da navet planedenn ar sistem Heol daoust da soñj un darn eus ar steredoniourien. Kavet e oa bet er bloaz 1930 gant Clyde W. Tombaugh. Divizet ez eus bet gant UAE, d'ar 24 a viz Eost 2006 ivez, lakaat Ploudon da vezañ "prototip" ur rummad nevez a draezoù treuzneizhanat.

Ar blanedenn gorr gentañ eus Gouriziad Kuiper eo, hag an eil brasañ war-lerc'h Eris hervez ar pezh a anavezomp evit ar poent.

Hervez diviz UAE 2006 ez eo e gwirionez un divblanedenn gorr gant Charon, daoust ma n'eo ket sklaer c'hoazh.

Loarennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ploudon he deus pemp loarenn anavezet. An hini vrasañ anezho, Charon, a oa bet kavet er bloaz 1978. Div loarenn vihanoc’h a zo bet dizoloet e 2005, anvet int bet Hydra ha Nix, hag ur bevare kavet e 2011, bet anvet Kerberos, hag ur bempet e 2012, anvet Styx. Hervez arselladenn ar sontenn New Horizons e 2015 ne zlefe bezañ loarenn ouzhpenn all ebet o treiñ en-dro da Bloudon.

Ar c'houblad Douar-Loar lakaet keñver-ha-keñver gant hini Ploudon-Charon (a-zehoù en traoñ)

Difurch[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Betek 2015 e oa Ploudon ar blanedenn nemeti eus Koskoriad an Heol ha n’he doa bet sontenn ebet o vont betek enni. Dre se, ha dre m’emañ pell, ne ouied nemet nebeut a dra diwar he fenn.

D’ar Yaou 19 a viz Genver 2006 eo bet bannet gant an Amerikaned ar sontenn New Horizons a ziraezhas ar blanedenn e miz Gouere 2015.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Koskoriad an Heol, Bruno Mauguin ha Bénédicte Saulier-Le Dréan (Egorenn ar skiantoù), treiñ gant an Ofis ar Brezhoneg, 2006, Éditions Apogée, ISBN 2-84398-249-9, pp. 52-57.


Koskoriad an Heol
Pianeti-NoPluto.png
Planedennoù: Merc'her - Gwener - Douar - Meurzh - Yaou - Sadorn - Ouran - Neizhan
Planedennoù korr: Ceres - Ploudon & C'haron - ErisMakemakeHaumea
Loarennoù pennañ: Loar - Phobos - Deimos - Io - Europa - Ganymede - Callisto - Titan - Titania - Triton
Traoù all: Heol - Gouriziad asteroidennoù - Stered-lostek - Gourizad Kuiper - Koumoulennad Oort - Disk strewet
Gwelet ivez : Listennad adplanedennoù koskoriad an Heol