Pleiadezed (merc'hed Pleione)
Neuz
(Adkaset eus Pleiadezed (mitologiezh))
Seizh plac'h eo ar Pleiadezed (Πλειάδες, e gregach), seizh merc'h Atlas, an Titan, ha Pleione, an Okeanidenn. C'hoarezed d'an Hyadezed eo ar seizh Pleiadenn.
Sede piv e oant:
- Alkyone (pe Halkyone) ;
- Asterope (pe Sterope) ;
- Kelaino ;
- Elektra ;
- Maia, ar verc'h henañ, mamm Hermes ;
- Merope ;
- Taygete.
Peurvuiañ e vezent embaret gant doueed, hag o deveze ganet tiegezhioù roueel, evel re Troia ha Sparta. Kompagnunezed e oant d'an doueez Artemis, ha gwerc'hezed evelti.
E-kerzh ur bourmenadenn e voe hoalet Orion gant o c'hened, ken e voe war o lerc'h seizh vloaz pad. Ma rankas Zeus o zreiñ en koulmed evit o saveteiñ. Pa varvas an holl e voent lakaet en oabl hag int eo ar Pleiadezed (ar stered a vez graet ar "Yar hag he Foñsined" anezhe e brezhoneg).
Skridoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Apollodoros, Bibliotheke (III, 110-111).