Pleg-mor Fonseca

Eus Wikipedia
Honduras ha Pleg-mor Fonseca er mervent
Isla del Tigre, e Pleg-mor Fonseca

Pleg-mor Fonseca, Chorotega e yezh rakspagnolek ar vro, zo ur pleg-mor en Honduras, war aod ar Meurvor Habask, etre El Salvador ha Nicaragua.
Meur a enezenn zo er pleg-mor, Coyolito hag Isla del Tigre en o zouez.

E 1522 edo ar sturier spagnol Andrés Niño (1475-1525) war lestr ar c'honkistador Gil González Dávila o klask un hent etre ar Meurvor Atlantel hag ar Meurvor Habask. Erru er pleg-mor en anvas  Fonseca en enor d'an eskob Juan Rodríguez de Fonseca (1451-1524), kentañ aozer politikerezh trevadennel spagnol en Indez , da lavaret eo trevadennoù rouantelezh Spagn en Amerika hag en Azia.

Inizi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]