PlayerUnknown's Battlegrounds
PlayerUnknown's Battlegrounds (PUBG) zo ur c'hoari tenn trede sell liesc'hoarier enlinenn savet hag embannet gant PUBG Corporation, ur skourr d'an embanner sukorean Bluehole. Ar c'hoari a zo diazezet war modoù c'hoari lies savet gant Brendan "PlayerUnknown" Greene evit c'hoarioù all. Awen ar modoù a oa bet ar film Battle Royale. Deuet eo da vezañ ur c'hoari e-unan renet gant Greene. Er c'hoari, betek kant c'hoarier a vez harzlammet war un enezenn ha rediet eo kavout armoù ha dafar a-benn lazhañ ar c'hoarierien all betek bezañ an hini bev nemetañ. Ar zonenn lec'h ma c'hell stourm ar c'hoarierien a ya war strisaat a-fed ma dremen an amzer, o rediañ ar c'hoarierien da vont ouzh ar stourm muioc'h-muiañ.
Gwerzhadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Battlegrounds en doa rastellet 11 milion $ e-pad ar c'hentañ tri devezh ma oa bet lakaet e gwerzh dre ar stumm Windows early access.
E-pad an eil sizhun a viz Ebrel 2017, ar c'hoari a oa bet gwerzhet muioc'h evit ur milion kopienn, gant d'an uhelañ 89 000 c'hoarier war ar memes-tro.