Platte (stêr)

Eus Wikipedia
Red ar stêr Platte er Stadoù Unanet

Ar stêr Platte zo un adstêr d'ar Missouri e Stadoù Unanet Amerika. War-dro 499 kilometr eo he hed. Div stêr, an North Platte hag ar South Platte, a ya d'en em unaniñ da stummañ ar Platte. Mont a ra an hollad stêrioù-se d'ober unan eus dourredennoù brasañ ar Stadoù Unanet, o kas dour eus koadoù reter ar Menezioù Roc'hellek, e Nebraska, Colorado ha Wyoming, war-zu kreiz ar vro. Daoust ma ne c'haller ket bageal war ar Platte eo bet pouezus en istor ar Stadoù Unanet, rak a-hed dezhi eo bet an dud wenn o vont war-zu kornôg ar c'hevandir, war-zu Oregon, Kalifornia hag Utah.