Mont d’an endalc’had

Pladennad boued-mor

Eus Wikipedia
pladennad boued-mor
Iskevrennad euspladennad, seafood dish Kemmañ
BroSpagn Kemmañ

Ar bladennad boued-mor a zo boued-mor poazh pe griz servijet yen en ur bladennad, war ur gwelead skorn, bezin pe holen bras[1],[2].

Ur bladennad boued-mor doubl.

Ar boued-mor a zle bezañ ar freskañ ar gwellañ. Debret e vez gant maionez, sitroñs, soubilh koktel[3], soubilh mignonnette, perisilhadenn, aioli, amann damsall, ha bara segal[4]. Ar bladennad a c'hall bezañ rond pe hirgelc'hiek, hag ivez doubl ha tripl. Ret eo da bep kouviad kaout ur pik evit debriñ ar bigorned, ur "garzhellig" pe ur gontellig vegek evit ar gresteneged, ur gwask pe un torr-kraoñ, hag ur volennad pe lienennigoù evit riñsañ e vizied.

E broioù evel Bro-C'hall ha Breizh a vez debret ar meuz-se e-pad fiskoanioù dibenn ar bloaz (Nedeleg hag an 31 a viz Kerzu) peurgetket.

Debret e vez boued-mor gant an dud abaoe ar Ragistor. Kavet eo bet roudoù kregin debret gant homo sapiens ha den Neandertal en ur vougev e Torremolinos en Andalouzia 150 000 bloaz zo[5].

En ur bladennad boued-mor e kaver blotviled, gasteropoded, kregin, teureuged-mor, figez-mor ha kresteneged.

Setu al listennad anezho : kokez, rigadell, istr, meskl, petonk, bigorned, kregin-Sant-Jakez, alamandezed-mor, kilheien-mor, kranked (kranked-saoz, kranked-silioù), legistri, chevr, grilhed-mor, grilhed-traezh, grilhed-maen, morgevnid... Rilhetez pesked a c'hall bezañ ouzhpennet.

  1. ↑ (fr) Les Recettes bretonnes gant Brigitte Perrin-Chattard, Embannadurioù Jean-Paul Gisserot, 2007, 33 fajenn, p.2 (ISBN 978-2-87747-947-9), lennet d'ar 15 a viz Kerzu 2014}}.
  2. ↑ (fr) Comment réussir un plateau de fruits de mer ?, video war YouTube
  3. ↑ Flay, Bobby. "Plateau Fruits de Mer" "Food Network" Retrieved on 2009-03-02
  4. ↑ Le plateau de fruits de mer e www.tourismebretagne.com.
  5. ↑ Les Néandertaliens mangeaient des fruits de mer il y a 150 000 ans. e Le Monde gant AFP, 15-09-2011.