Pizza Chicago
| Iskevrennad eus | pizza |
|---|---|
| Anv er yezh orin | Chicago-style pizza |
| Genidik a | Chicago |
| Bro orin | Stadoù-Unanet |
| Danvez implijet | toaz, tomato sauce, keuz |
| Cuisine | Keginerezh Stadoù-Unanet Amerika |
| Course | main course |
Pizza Chicago a zo ur seurt pizza stadunanat tev a vije bet ijinet er pizzeria Uno e Chicago e 1943.
E saozneg e vez anvet Chicago-style pizza pe Deep-dish pizza (pizza don e blad).
Ar pezh a zo dibar eo e vez keginet en ur plad don evit kaout ur gwarnisadur tev-tre. Ur seurt hibrid eo etre an tartezennoù stadunanat hengounel ha pizzaioù ar gumuniezh italian staliet e SUA. E foñs ar pizza emañ ar c'heuz p'emañ an hilienn domatez en nec'h, er c'hontrol eus ar pizzaioù boutin. An toaz a c'hall bezañ tev pe fin.
Ar pizza-se ne vez ket debret gant an daouarn evel m'eo boazet Stadunaniz d'ober peogwir emañ en ur plad don ha re a vozzarella a zo evit ma vefe dornataet.
Ijinadenn pizza Chicago
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez Tim Samuelson, istorour sevenadurel ofisiel Chicago, n'eus ket mammennoù a-walc'h evit gouzout piv a ijinas "pizza don Chicago"[1] (Chicago-style deep-dish pizza). Kontet e vez alies e voe ijinet pizza don doare Chicago er Pizzeria Uno e Chicago e 1943 gant diazezer ar Pizzeria Uno, Ike Sewell[2]. Met ur pennad-skrid eus 1956 er Chicago Daily News a gont e voe diorroet ar rekipe gant penn ar Pizzeria Uno, Rudy Malnati[3], ha Michele Mohr eus ar Chicago Tribune a gont e oa pladoù don e roll-meuzioù ar Rosati's Authentic, ur pizzeria eus Chicago, abaoe ma voe digoret e 1926, hervez diskennidi Saverio Rosati[4].
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ [http://www.chicagotribune.com/entertainment/ct-tim-samuelson-chicago-historian-20150618-column.html Tim Samuelson: Chicago's cultural historian gant Borrelli Christopher, chicagotribune.com, 2017-04-09.
- ↑ Who Cooked That Up?
- ↑ Pizano's Pizza and Pasta – About Us – The Best Chicago-Style Pizza and Italian Restaurant e www.pizanoschicago.com
- ↑ Rosati Family is Dividing Up the Pie e Chicago Tribune, miz Here 22, 1995