Pixar Animation Studios

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Pixar)
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Pixar Animation Studios zo un embregerezh amerikan gouestlet d'ar sevel filmoù-bevaat gant urzhiataerioù. Brudet eo bet gant berzh Toy Story, deuet er-maez e 1995, kentañ film-bevaat hir 3M. 19 Oscar zo bet gounezet gant ar studio en holl ouzhpenn prizioù all.

Staliet eo an embregerezh e Kalifornia, nepell diouzh San Francisco. Krouet e oa bet e 1979 evel ur rann eus Lucasfilm a-raok bezañ prenet gant Steve Jobs e 1986. Adalek ar bloavezhioù 1990 he doa savet filmoù asambles gant The Walt Disney Company ha prenet eo bet ganti e 2006.