Mont d’an endalc’had

Pink Pistols

Eus Wikipedia

Pink Pistols ("Pistolennoù roz") zo un aozadur stadunanat, e bal broudañ an dud LGBT da zougen ha da zeskiñ dornata an armoù-tan evit en em zifenn. Savet e voe ar strollad gant Doug Krick e miz Gouere 2000, er Massachusetts. Digor eo an aozadur d'an holl dud, pe e vefent LGBT pe get. Rannoù lec'hel ar strollad a sikour e izili da zeskiñ penaos tennañ, da choaz o arm-tan, ha da c'houlenn aotreoù evit dougen armoù en ur mod kuzh (concealed carry) er stadoù m'eo ret. Aozañ a ra pleustradegoù ingal[1].

Bleunioù e koun gouzañverien al lazhadeg er Pulse, e Orlando (2016).

E 2024, hervez an FBI, an tuadur revel hag an identelezh jener a oa an trede hag ar pevare abeg d'an torfedoù a gasoni er Stadoù-Unanet, goude ar ouennelouriezh hag ar relijion[2]. Darvoudoù evel al lazhadeg en toull-noz LGBT Pulse e Orlando (Florida), e miz Even 2016[3], ha dilennadeg kentañ Donald Trump e miz Du 2016[4][5] o deus kendrec'het kalz tud LGBT pe araokour er Stadoù-Unanet d'ober gant armoù-tan, ha da vroudañ o implij, pa oa gwelet al lobioù a seurt-se evel strolladoù mirour betek-neuze kentoc'h. Hervez Gwendolyn Patton, kannadez ar Pink Pistols aterset e 2014, e fell d'an aozadur e vefe gouest an dud LGBT d'en em zifenn, en ur lakaat tagerien da dec'hout, pe da soñjal e c'hall e c'houzañver(ez) kaout un arm kuzhet warnañ[6].

E deroù 2026 e oa 28 rann lec'hel oberiant er Stadoù-Unanet, hag unan e Toronto (Kanada). Un 60 rann bennak all en deus bet an aozadur en amzer dremenet, en o zouez unan e Suafrika[7]. Tro 4 500 ezel e embanne ar Pink Pistols kaout e 2016[3], ha 9 000 e 2017[5]. An tenner Chris Cheng, bet gounezet gantañ mare 4 ar genstrivadeg Top Shot war ar chadenn History, zo ezel eus bodad renerezh ar Pink Pistols abaoe 2020[8].

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (en) About the Pink Pistols, Pink Pistols (lennet d'an 29/04/2026)
  2. (en) FBI Releases 2024 Hate Crime Statistics, U.S. Department of Justice (lennet d'an 29/04/2026)
  3. 1 2 (en) Bradleigh Miranda CHANCE, LGBT Gun Rights Group Sees Membership Spike After Orlando Shooting, NBC News, 18/06/2016 (lennet d'an 29/04/2026)
  4. (en) Brian WHEELER, Why US liberals are now buying guns too, BBC News, 20/12/2016 (lennet d'an 29/04/2026)
  5. 1 2 (en) Matt KWONG, Trump 'gave hate groups a megaphone': Gun sales surge among LGBT, minorities in the U.S., CBC, 02/04/2017 (lennet d'an 29/04/2026)
  6. “We don’t want people to hurt us, we want people to run away from us, and the best way we have found to do that is to be armed,” Patton said. “Now if someone tries to attack us, we can defend ourselves. Ideally we don’t want any altercation at all, but if there is a perception that the gay person on the street could have a concealed gun, it might make the perpetrator think twice.”, meneget gant Hollie McKAY, Gay gun activists: Growing LGBT push to support the Second Amendment, Fox News, 01/10/2014 (lennet d'an 29/04/2026)
  7. (en) Find a Local Chapter, Pink Pistols, 06/04/2026 (lennet d'an 29/04/2026)
  8. (en) Jacki BILLINGS, Top Shot Champion Chris Cheng Joins Pink Pistols Board of Directors, Guns.com, 20/01/2020 (lennet d'an 29/04/2026)
Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh.
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan