Mont d’an endalc’had

Pinijenn (relijion)

Eus Wikipedia
The repentance of David [Keuz David], livet gant Jan Boeckhorst, 1655

Ar binijenn a zo kement ober graet goude ar pec'hedoù graet, evit ar bardon. Un anv all eo evit sakramant an Emglev pe ar Gofes. Ar ger e latin paenitentia, a dalvez keuz, cheñch kalon gwirion ha santimant a geuz (kontrision). Liammet eo gant ar feiz hag an danvez a vez anvet an oberoù mat, da lavaret eo pep tra graet da wellaat ar bed[1].

Ar ger pinijenn a zegas a-wechoù d'ar verzherien, liammet ouzh ar boan. Ur soñj galloudus, ha pell diouzh ster orin ar ger[2].

Er relijion e vez liammet ar ger pinijenn gant meizadoù all. Keuzidigezh a denn d'ar gwir glac'har diabarzh evit ar gomzoù pe an oberoù noazus. N'eus nemet ar geuzidigezh a dalvez ar youl da virout ouzh seurt emzalc'hioù noazus en amzer da zont. Ar gerioù gwir ha start a c'hellfe bezañ ouzhpennet a-benn ma vefe resisaat donder ar c'hemm en emzalc'h gloazet unan bennak. Ar gontrision eo ar stad a santout keuz, hag a c'hell deskrivañ koulz ar glac'har[2].

  1. (en) Chisholm, Hugh, 1911, Penance, Encyclopædia Britannica, Cambridge University Press. p. 84.
  2. 2,0 ha2,1 (fr) Malo Tresca, Que veut dire « faire pénitence »  ? [Petra dalv "ober pinijenn" ?], 6/11/2021, La Croix