Pilwerzh
Ar pilwerzh zo ur pleustr kenwerzhel e bal gwerzhañ gant un distaol produioù a zo bet kinniget d'ar gwerzh abaoe ouzhpenn ur miz, an dilhad peurgetket.
Diforc'h gant an distaolioù hag ar rabatoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar pilwerzh a c'hoarvez en ur prantad amzer termenet, pa n'eo ket an dro evit an distaol hag a zo un digresk war ar priz arbenik pe boas. Ar rabat a zo un digresk eus ur produ anreizhwir, dic'hiz pe dispredet.
Ar pilwerzh e Frañs
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez lezenn an 30 a viz Kerzu 1906 diwar-benn ar varc'hadourezh nevez[1] eo ret d'ar produioù pilwerzhet bezañ bet e gwerzh e-pad ur miz da nebeutañ. Ar pilwerzh ne c'hall c'hoarvezout nemet e-pad daou brantad amzer er bloavezh keodedel.[2]
Divizet eo deiziadoù ar pilwerzhoù gant pep prefed en e zepartamant. Padout a reont pevar sizhun d'ar muiañ dre ret (6 sizhun a-raok 2020).
Skouerioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Boxing Day
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E kalz broioù ar C'henglad e vez aozet ar Boxing Day (deiz ar boestoù) d'ar 26 a viz Kerzu, p'emañ frenezi ar gwerzhañ en he barr.
Ar pilwerzh hañv a vez etre kreiz miz Even ha kreiz pe dibenn miz Gouere.
Black Friday
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er Stadoù-Unanet hag e Kanada (ha muioc'h-muiañ en Europa) e c'hoarvez ar Black Friday bep Gwener goude gouel Thanksgiving.
Pilwerzh goañv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Frañs e vez ar pilgwerz goañv e miz Genver. Un digarez eo evit ar genwerzherien da liñvelaat o stokoù eus gizioù an diskar-amzer hag ar goañv.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Manuel du chef d'entreprise gant H. Askenazy, Presses universitaires de France, 1960, tremen nv 928.
- ↑ Réglementation des soldes - Direction Générale de la Concurrence, de la Consommation et de la Répression des Fraudes