Pilgrim Fathers

Ar Pilgrims (brezhoneg: pirc'hirined), brudet ivez evel ar Pilgrim Fathers (brezhoneg: tadoù pirc’hirin) a oa trevadennerien saoz aet da Norzhamerika war ar vag Mayflower hag o devoa savet trevadenn Plymouth, el lec'h m'emañ Plymouth e Massachusetts hiziv. John Smith en devoa anvet an tiriad-se New Plymouth e 1620, evit ober dave da lec'h lañs ar veaj gant ar birc'hirined hag a oa aet kuit deus porzh Plymouth en Devon. Ar Pilgrims a oa renet gant tud eus an urzhioù relijiel Brownist pe disrannerien hag o devoa c'hoant da dec'hout kuit rak an heskinañ relijiel e Bro-Saoz d'ar mare-se. Klask a raent kavout ul lec'h gant un doujañs relijiel evel hini ar XVIIvet kantved en Izelvroioù.
An disivouderien-se a grede en un darn eus kredennoù ar Galvinouriezh evel ar Buritaned, met an diforc'h a oa er fed e oa gant ar Buritaned ar c'hoant da gaout un Iliz diazezet puraet, pa grede ar Pilgrims e oa o urzhioù relijiel da vezañ disrannet diouzh an Iliz Stad, ar pezh en doa lakaet anezho da vezañ graet disrannourien anezho.
Goude meur a vloavezh o vevañ en harlu en Holland e oa savet ar c'hoant enno da vont d'ar Bed Nevez evit krouiñ eno trevadennoù, ha klasket o devoa tud evit arc'hantaouiñ ar steuñv. E 1620 o devoa krouet trevadenn Plymouth, hag eno o devoa savet ilizoù breuriezhoù[1]. Ar Buritaned o doa annezet Bae Massachusetts goude-se, en ur sevel un drevadenn hag he doa graet berzh bras en tiriad, muioc'h evit hini Plymouth.
Daoust da se eo deuet istor ar Pilgrims un dra a bouez en istor ha sevenadur ar vro betek an deiz a-hiziv.[2]
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Johnson, Daniel L. (1990). Theology and Identity – Traditions, Movements, and Polity in the United Church of Christ. Cleveland, Ohio : United Church Press. 4 p. ISBN 0-8298-0807-8.
- ↑ Davis, Kenneth. C. "America's True History of Religious Tolerance". Smithsonian. Retrieved September 21, 2016.