Pietro Seni

Eus Wikipedia

Pietro Seni a zo bet ganet e 1841 e Roma (Italia) ha marvet e miz Kerzu 1909.

Ijinour a vicher e oa.

Mestrc'hoarier echedoù italian.

E 1865 e voe trec'h e Tournamant Sokial Roman a-raok Ferrante ha Sprega. Kampion Italia e voe e Roma e 1875 en Tournamant Broadel Kentañ, dirak Maluta ha Tonetti. Eil-diwezhañ e Roma e 1886 ha pempvet e Roma e 1900.

Kreñv e oa er c'hoari echedoù dre lizher: trec'h e voe er c'hentañ kenstrivadeg italian e 1902 hag eilvet goude Ossip Bernstein e kenstrivadeg etrebroadel ar gazetenn L'Italia Scacchistica, bet aozet e 1905.