Mont d’an endalc’had

Pierre Schoendoerffer

Eus Wikipedia
Pierre Schoendoerffer e 2012.

Pierre Schoendoerffer, bet ganet d'ar 5 a viz Mae 1928 e Chamalières (Puy-de-Dôme) ha marvet d'ar 14 a viz Meurzh 2012 e Clamart (Hauts-de-Seine), a oa ur soudard, sevener ha skrivagner gall. Levezonet kalz eo e oberennoù gant mare didrevadenniñ Indez-Sina, hag a zo taolennet e filmoù a bouez evel La 317e section (1964) ha Diên Biên Phu (1992). Diskouezet en deus ar brezel dre zaoulagad soudarded ha tud diazez, deskrivet a-dost. Lod eus e oberennoù faltazi a c'haller gwelet zoken evel teulfilmoù ha teullevrioù war an darempredoù denel hag an endroioù istorel deskrivet[1][2].

Ganet e voe Pierre Schoendoerffer e Chamalières, en ur familh elzasian a-orin. Studiañ a reas el lise e Annecy, e-lec'h ma lennas kalz oberennoù Herman Melville, Joseph Conrad, Jack London ha Joseph Kessel. Sot e oa gant ar mor, ha labour a gavas war vourzh ur chaluter-dre-lien da 19 vloaz[1].

Gant an arme c'hall

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En ur lenn ur pennad kazetenn e teskas e oa ur servij sinema en arme c'hall. Rollañ a reas da 23 bloaz, ha goude ur stummadur war ar filmañ e kreñvlec'h Ivry e voe kaset e 1952 da Indez-Sina, e Kambodja da gentañ. Harzlammet e voe e Điện Biên Phủ ha prizoniet e voe gant ar Việt Minh e fin an emgann, e miz Mae 1954[3].

Pierre Schœndoerffer e Indez-Sina, e miz Mae 1953.

Sevener ha skrivagner

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude e zieubidigezh a-drugarez da feur-emglevioù Geneva, ober a reas tro ar bed en ur ober luc'hskeudennoù evit Paris Match, Life, Look ha Bunte. Alier e voe evit filmoù brezel stadunanat, ha kejañ a reas e Hong Kong gant Joseph Kessel, a lakaas anezhañ da vezañ sevener La Passe du diable (1956). D'ar mare-se e voe pedet e filmañ Kastell ar gevnidenn (1957) gant Akira Kurosawa[3]. E 1958 e sevenas daou film azasaet diwar oberennoù Pierre Loti, Ramuntcho ha Pêcheurs d'Islande. Ne rejont ket berzh[1].

E 1963 e skrivas La 317e section, ur romant war ur gevrenn c'hall dilezet gant he hierarkiezh e brezel Indez-Sina. Azasaat a reas anezhañ en ur film heñvelanvet e 1964, ennañ Jacques Perrin ha Bruno Cremer[3]. E 1966 e heulias e-pad c'hwec'h sizhun ur gevrenn eus an arme stadunanat e emgannoù brezel Viêt Nam. An teulfilm savet diwar e labour, La section Anderson, a dapas priz ar gwellañ teulfilm e Gouel Canas e 1968[1].

E keit-se e skrivas romantoù all, evel L'Adieu au roi (1969), a awenas John Millius pa skrivas senario Apocalypse Now (1979). E-mesk ar filmoù all sevenet gantañ a reas berzh emañ Le Crabe-Tambour (1977), azasaet diwar ur romant skrivet gantañ ivez, ha Diên Biên Phu (1992), kontet ennañ an emgann koulz hag an aergelc'h e Ha Noi er memes mare, dre zaoulagad ur c'hazetenner stadunanat. En e film diwezhañ, Là-haut, un roi au-dessus des nuages (2003), ennañ Bruno Cremer, Jacques Perrin, Claude Rich ha Gérard Oury, Schoendoerffer a zistro ur wech ouzhpenn da Azia ar Reter evit kontañ enklask ur c'hazetenner gall diwar-benn steuziadenn ur sevener eno[1].

Teullevrioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Dien Bien Phu 1954/1992, De la bataille au film, Fixot-Lincoln, 1992.
  • Rakrskrid La Guerre d'Indochine gant Patrick Buisson, Albin Michel, 2009.
  • Rakskrid Harkis, soldats abandonnés. Témoignages, XO, 2012, 256 p.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 1,1 1,2 1,3 ha1,4 (fr) RAUGER Jean-François, Pierre Schoendoerffer, un survivant de l'Histoire, Le Monde, 14/03/2012 (lennet d'ar 06/02/2026)
  2. (fr) Pierre Schoendoerffer. Du 21 novembre au 2 décembre 2007. L’homme, une aventure, La Cinémathèque (lennet d'ar 06/02/2026)
  3. 3,0 3,1 ha3,2 (fr) Pierre Schœndœrffer. Ecrivain - ancien soldat, buhezskrid war lec'hienn Ministrerezh an Armeoù gall (lennet d'ar 06/02/2026)