Pierre Matisse

Eus Wikipedia

Pierre Matisse (1900-1989) a oa ur gwerzher oberennoù arzel, staliet er Fuller Building e New York. Mab d'al livour Henri Matisse e oa.

E New York, e korn ar 57vet Straed ha Madison Avenue, e krouas e ziskouezva hag e ouestlas e vuhez da lakaat anavezout oberennoù Henri Matisse ha re e vignoned : Georges Rouault, André Derain, Alexander Calder, Balthus, Joan Miró, Yves Tanguy, Jean Dubuffet, Augusto Giacometti, Roberto Matta, Wifredo Lam , Zao Wou-Ki ha François Rouan.

Lavarout a reas d'al livour Jean-Paul Riopelle : « Mab d'ul livour on, n'anavezan micher all ebet nemet gwerzher. Mard it d'ar strad ez in d'ar strad ivez. »

E dad a livas un nebeud poltredoù anezhañ ha Joan Miró a zedias ul livadenn dezhañ : « Da Pierre Matisse, treizher entanet. » Balthus ivez a reas ur poltred anezhañ e 1938 (New York, The Metropolitan Museum of Art).

Pa oa dimezet gant Teeny e voe ganet ur mab, Paul Matisse e anv, hag a zeuas da vezañ kizeller. Teeny a zimezas gant Marcel Duchamp goude-se.

  • Magdalena Dabrowski, William S. Lieberman, Sabine Rewald, Selections from the Pierre and Maria-Gaetana Matisse Collection, Cat. The Metropolitan Museum of Art, 2004
  • William M. Griswold, Jennifer Tonkovich, Pierre Matisse and his artists, Cat. Pierpont Morgan Library, 2002
  • John Russel: Matisse. Father & Son., (New York: Harry N. Abrams)
  • Dation Pierre Matisse, hrsg. von Isabelle Monod-Fontaine, Claude Laugier, Cat. Musée National d'Art Moderne / Centre Georges Pompidou, 1992
  • The Pierre and Maria Gaetana Matisse Collection