Pierre Elliot Trudeau

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Pierre Elliott Trudeau e 1980

Joseph Philippe Pierre Yves Elliott Trudeau, anavezetoc'h evel Pierre Elliott Trudeau (PET) (18 Here 1919 – 28 Gwengolo 2000) a oa ur politiker eus Kanada hag a voe Kentañ Ministr Kanada dre ziv wech (1968–1979 ha 1980–1984).

Ganet e voe d'an 18 a viz Here 1919 e Montréal, e Kebek. Goude e studioù e Montréal, er Stadoù Unanet, e Pariz hag e Londrez e tistroas da Ganada e 1949. Tapout a reas un tamm brud evel alvokad hag evel stourmer politikel e Kebek. Er bloavezhioù 1960 e krogas d'ober politikerezh da vat, e-barzh Strollad Frankizour Kanada. Dont a reas da vezañ Ministr ar Justis, e 1967, e gouarnamant Lester Bowles Pearson. Dre ma oa ur prezegenner donezonet ha ma embanne soñjoù penn a-raok (war an torr-dimeziñ, an heñvelrevelezh...) e tapas brud buan er c'hazetennoù. E dibenn 1967 e tisklêrias Pearson e oa o kuitaat bed ar politikerezh. Mont a reas Trudeau war ar renk neuze evit kemer penn ar Strollad Frankizour ha dilennet e voe. Evel-se e teuas ivez da vezañ Kentañ Ministr Kanada.

E-pad e zaou respet eo e voe skoulmet liammoù etre Kanada ha Republik Pobl Sina, e 1970, ha gant Kuba e 1976. Gantañ ivez e voe berzet ar c’hastiz a varv e Kanada. Stourm a reas a-enep emsav dizalc’hour Kebek ha labourat a reas da sevel ur santimant a unvaniezh vroadel e Kanada, en ur gas war-raok ur politikerezh a zivyezhegezh ofisiel hag en ur vroañ ar vonreizh. An dud a gav abeg ennañ a lavar e oa un den rok hag en doa kreizennet ar galloud e Kanada, war-goust Kebek dreist-holl met ivez war-goust proviñsoù Kornôg Kanada. E zilez a roas e 1984 ha John Turner a gemeras e lec’h.

Mervel a reas d’an 28 a viz Gwengolo 2000 e Montréal.

E vab Justin Trudeau zo Kentañ Ministr Kanada abaoe 2015.