Mont d’an endalc’had

Pierre-François Keraudren

Eus Wikipedia
Pierre François Keraudren e-tro 1824

Pierre-François Keraudren, ganet d'ar 15 a viz Mae 1769 e Brest ha marvet d'ar 16 a viz Eost 1858 e Passy, a oa ur skiantour hag ur mezeg breizhat er Morlu gall.

Ganet e voe e karter Rekourañs hag e dad a oa surjian er morlu. Echuiñ a reas e studioù lennegel e Kemper, hag e 1782 ez eas da Skol-vezegiezh ar morlu. E 1801 e voe anvet da bennvezeg ha servijout a reas e skouadrenn an amiral Bruix. E 1803 e voe staget ouzh ministrerezh ar Morlu gall ha souten a reas e dezenn doktorelezh e 1804.

Etre 1813 ha 1845 e voe pennenseller Departamant Yec'hed ar Morlu gall, ha kas a reas da benn ul labour efedus hervez e gempredidi. E 1821 e kemeras perzh er bodad enklask anvet gant ar gouarnamant evit enklask war an epidemiezh terzhienn velen he doa skoet start Barcelona.

Keraudren a oa un ezel ouzh Akademiezh c'hall ar vegegiezh, ur c'huzuliadour mezegel evit ar roue gall Loeiz-Fulup Iañ hag un ezel ouzh Kevredigezh Moskva an Naturourien. E-barzh kevredigezhioù mezegel, lennegel ha skiantel e oa, e Madrid, Leuven, Bologna, Orleañs, Marselha, Toulon ha Rochefort.

Mervel a ra e Passy (Bro-C'hall) e 1858, d'an oad a 89 bloaz.

Evned-ar-baradoz Keraudren.

Dont a reas da vezañ marc'heg Urzh Sant-Mikael d'an 10 a viz Gouere 1816[1], ha komandour Lejion a enor Bro-C'hall d'an 10 a viz Mae 1835.

Ouzhpenn se e voe anvet meur a dra diwar e anv :

Kenlabourer krouer "Bloazdanevelloù ar yec'hed foran hag ar medisinerezh lezennel" e oa. Embannet en deus kalz pennadoù-skrid e "Geriadur bras ar skiantoù mezegel", hag er "Bloazdanevelloù mor" dindan renerezh Bajot.
Embannadurioù :

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]