Pierce Brosnan
Reizh pe jener | paotr ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Iwerzhon, Stadoù-Unanet, Rouantelezh-Unanet ![]() |
Anv e yezh-vamm an den | Pierce Brosnan ![]() |
Anv ganedigezh | Pierce Brendan Brosnan ![]() |
Anv-bihan | Pierce, Brendan ![]() |
Anv-familh | Brosnan ![]() |
Deiziad ganedigezh | 16 Mae 1953 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Drogheda ![]() |
Pried | Keely Shaye Smith ![]() |
Bugel | Chris Brosnan, Sean Brosnan, Charlotte Brosnan, Paris Brosnan ![]() |
Yezh vamm | saozneg ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg ![]() |
Yezh implijet dre skrid | saozneg ![]() |
Implijer | UNICEF ![]() |
Karg | UNICEF Goodwill Ambassador ![]() |
Bet war ar studi e | Saint Martin's School of Art, Elliott School, Drama Centre London ![]() |
Lec'h annez | Malibu ![]() |
Lec'h labour | Iwerzhon ![]() |
Deroù ar prantad labour | 1966 ![]() |
Filmadurezh | Pierce Brosnan filmography ![]() |
Tachenn | drama fiction, thriller, film birvidik ![]() |
Bet kinniget evit | European Film Academy Achievement in World Cinema Award, European Film Award – People's Choice Award for Best European Film ![]() |
Lec'hienn ofisiel | https://www.piercebrosnan.com ![]() |
Facial hair | Van Dyke beard ![]() |
Pierce Brendan Brosnan, ganet d'ar 16 a viz Mae 1953, zo un aktour ha produer filmoù iwerzhonat ha stadunanat. Brudet eo dreist-holl evit bezañ bet ar pemvet aktour o c'hoari an ajant kuzh James Bond en heuliad filmoù James Bond. C'hoariet en deus e pevar anezho etre 1995 betek (GoldenEye, Tomorrow Never Dies, The World Is Not Enough, ha Die Another Day) ha roet mouezh war c'hoarioù video niverus.
Buhez personel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Brosnan a zo bet dimezet div wech hag intañv ur wech. Pemp bugel en deus ha pevar bugel-bihan. Kejet en doa gant an aktourez aostralian Cassandra Harris nebeut amzer goude bezañ kuitaet ar skol aktour.
E 1987, Harris a oa kouezhet klañv bras. Kavet e oa bet dezhi ur c'hrign-bev ar vigell hag aet e oa da Anaon d'an 28 a viz Kerzu 1991, oadet a 43 bloaz. Ur verc'h a oa gant Harris a-raok dimeziñ gant Brosnan anvet Charlotte (ganet e 1971, aet da Anaon d'an 28 a viz Even 2013, gant ur c'hrign-bev eus ar vigell) hag ur mab Christopher (ganet e 1972). Advabet int bet gant Brosnan pa oa marvet an tad e 1986. Pierce Brosnan ha Cassandra Harris o doa bet ur mab asambles anvet Sean (ganet e 1984).