Pickelhaube

Ur Pickelhaube (ˈpɪkl̩ˌhaʊ̯bə), el liester Pickelhauben (ˈpɪkl̩ˌhaʊ̯bn̩), diwar an alamaneg Pickel (beg) ha Haube (boned), anvet Pickelhelm ivez, zo un doare tokarn lêr pe metal, dezhañ ur beg, gwisket gant soudarded, koulz ha gant pomperien ha poliserien, e Prusia da gentañ hag en Alamagn dre vras, en XIXvet hag XXvet kantved.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Betek ar bloavezhioù 1840 e oa pourveziet ar soudarded prusian gant chakoioù, togoù uhel a-orin eus Hungaria. Kouezhañ a raent war daoulagad ar stourmerien e-pad an emgannoù, hag o feltr a garge dour buan pa oa glav[1].
Dibabet e voe ar Pickehauben evel tokarnioù soudarded an arme brusian e 1842, diwar c'houlenn Frederig Gwilherm IV Prusia en dije gwelet unan e burevioù an tsar Nikolaz Iañ en ur weladenn. Tokarnioù a seurt-se a oa anezhe e arme impalaerel rusian dija[1]. Pal e veg e oa diheñchañ an taolioù kleze a c'halle bezañ roet gant marc'hegerien enebour. E metal e oa e stummoù kentañ, kinniget gant Wilhelm Jaeger, ur metalour eus Elberfeld, met dre ma oant ponner-mat e voe savet Pickelhauben skañvoc'h e lêr bervet, dezhe begoù ha kinkladurioù all (anv an unvez da skouer) e laton. Tokarnioù ar ganolierien a oa dezhe ur voulenn e-lec'h ur beg, evit chom hep gloazañ soudarded all, pa oa stouet o fennoù alies tro-dro d'ar c'hanolioù. Ar varc'hegerien o doa Pickelhauben e metal gant elfennoù ouzhpenn evit gwareziñ o choug[2]. An tog nevez a wareze mat ar soudarded diouzh an heol ha diouzh ar glav. Toulloù a oa war e gostez evit freskaat ar penn. E veg a c'halle bezañ divontet, ha stabil e oa[1].
Goude unaniezh an impaleriezh e 1871 e voe implijet Pickelhauben gant soudarded ar proviñsoù alaman all, war-bouez tud Bavaria a c'hortozas 1886 evit en ober. Arouezioù warne (un erev evit Prusia, ul leon evit Bavaria da skouer) a roe titouroù war lec'h-orin pe unvez ar soudard-mañ-soudard. Tokarn diazez an Deustches Heer e oa e deroù ar Brezel-bed Kentañ. Ne oa ket azasaet ouzh brezel an trañcheoù koulskoude : e veg metalek a zibasee eus an trañcheoù, ha re lufrus e oa. Re wan e oa ouzh an tammoù obuzioù a nije en aer e-pad ar bombezadegoù. Ar Stahlhelm a gemeras e blas war an dachenn adalek 1916[2].
Arouez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un arouez eus an Impalaeriezh alaman hag eus he milouregezh e voe ar Pickelhauben e dibenn an XIXvet hag e deroù an XXvet kantved. Implijet e voe e leizh e ludresadennoù ar mare. Un trofe e oa ivez evit enebourien an Alamaned[3]. Chomet eo ar Pickelhaube e yezh ar sinoù alamanek a-vremañ : ur biz-meud savet war ar penn a dalvez enni "Alamagn" pe "polis"[2]. Gwelet e vez c'hoazh war pennoù suporterien mell-droad alaman bodet evit matchoù ar Mannschaft[1].
E broioù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude bezañ bet dibabet gant arme, pomperien ha polis an impalaeriezh alaman, ar Pickelhauben a voe choazet e armeoù all : Breizh-Veur, Sveden, broioù eus Amerika latin evel Chile ha Kolombia. An US Marine Corps a wiskas togoù a seurt-se er bloavezhioù 1890 ivez[1].
-
Tokarn-pompad Johann Albrechts von Mecklenburg, ofiser e 17vet rejimant houzarded Braunschweig (1910).
-
Ur Pickelhaube eus ar c'hanolierezh prusian.
-
Ur Pickelhaube stumm 1892. Hervez reolenn 1910 eo bet goloet gant lien gwer evit bezañ diskretoc'h, ha skrivet eo bet niverenn ar rejimant e ruz warnañ. An doare-se a veze implijet e deroù ar Brezel-bed Kentañ.
-
Soudarded svedat (2007). Ar Pickelhauben a vez implijet e broioù zo c'hoazh evel perzh eus an unwiskoù-pompad.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) BOWMAN J. A ., The Pickelhaube, levrenn 1 : Line Infantry, Imperial Publications, 1989, 354 p., ISBN 1871498007
- (en) BOWMAN J. A ., The Pickelhaube, levrenn 2 : Wartime, Ersatz, Reserve & Artillery, Imperial Publications, 1992, 334 p., ISBN 1871498066
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Kaiser's Bunker Pickelhaube Guide, ur renabl Pickelhauben
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 1,1 1,2 1,3 ha1,4 (fr) LOPEZ Jean, Le Pickelhaube, fleuron d'une technologie de pointe, Sciences et Vie Guerres et Histoire, niv. 37, miz Even 2017, pp. 74-75
- ↑ 2,0 2,1 ha2,2 (de) Pickelhaube, Deutschland Museum Berlin (lennet d'an 02/11/2025)
- ↑ (fr) Casque à pointe allemand, Musée de la Grande Guerre (lennet d'an 02/11/2025)