Piña colada
Ar piña colada (ananaz silet e spagnoleg) a zo ur c'hoktel ofisiel eus an IBA (International Bartenders Association, pe Kevredigezh Etrebroadel ar barmen e brezhoneg), diwar rom, chug ananaz ha dienn kraoñ kokoz. Dont a ra eus enez Puerto Rico er mor Karib, ha deuet eo da vezañ an evaj broadel eno abaoe 1978[1],[2].
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez ar vojenn e veze graet un evaj diwar rom, kraoñ kokoz hag ananaz gant Roberto Cofresí morlaer eus ar mor Karib en XIXvet kantved, evit reiñ startijenn ha kalon da akipaj e lestr[3]...
- Doareoù liesseurt da ginnig ur piña colada
Aozañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Rekipe ofisiel an IBA eus ar piña colada[4] a vez graet gant 5 sl rom gwenn eus ar C'harib, 5 sl chug ananaz fresk silet ha 3 sl dienn kraoñ kokoz, pep tra mesket gant skorn pilet en ur frikezer pe ur shaker betek kaout ur fetister diennek hag eliek. Un nebeud takennoù chug sitroñs glaz a c'hall bezañ ouzhpennet.
Servijet e vez en ur werenn "korvent" (pe en ur graoñienn gokoz pe un ananaz[5]) gant ur blouzenn, ha kinklet gant un troc'had ananaz hag ur gerezenn goktel.
Roadennoù mezhurel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gallout a ra ur werennad piña colada reiñ kement ha galoriennoù hag ur cheeseburger 450 kalorienn, hervez al lec'hienn Sciences et Avenir[6].

Stummoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lakaet e vez rom goularz e-lec'h rom gwenn a-wechoù, ha laezh kokoz, dienn ha siros korz e-lec'h dienn kraoñ kokoz[7].
- Chi-Chi : gant vodka e plas rom.
- Blue Hawaii : gant lmaezh kokoz ha curaçao glaz.
- Miami Beach : gin, chug ananaz, siros korz
- Virgin Piña Colada : stumm hep alkool, hep rom.
- Amaretto colada : gant amaretto e plas rom.
- Kiwi Colada : gant chug kiwi e plas chug ananaz.
- Havana Beach : rom, chug ananaz, chug sitroñs glaz ha siros korz.
- Swimming Pool : diwar rom gwenn, vodka, dienn kraoñ kokoz, curaçao glaz ha chug ananaz.
Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Cocktails-faciles.fr, Descriptif de la Pina colada
- ↑ Piña Colada e www.glosterbar.com.
- ↑ Puerto Rico's famous Pina Colada e www.puertorico.com.
- ↑ Pina Colada e iba-world.com.
- ↑ Piña colada e Bon pour toi
- ↑ Combien y a-t-il de calories dans un verre d'alcool ?
- ↑ (en) Finecooking.com, Coconut cream and the Piña Colada, 8 a viz Gouere 2011.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Rekipe Piña colada evit an hañv war YouTube.