Philippe Leclerc de Hauteclocque
Reizh pe jener | paotr ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Bro-C'hall ![]() |
Anv e yezh-vamm an den | Philippe Leclerc de Hauteclocque ![]() |
Anv ganedigezh | Philippe François Marie de Hauteclocque ![]() |
Anv-bihan | Philippe ![]() |
Anv-familh | de Hauteclocque ![]() |
Titl noblañs | Kont ![]() |
Lesanv | Leclerc ![]() |
Deiziad ganedigezh | 22 Du 1902 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Belloy-Saint-Léonard ![]() |
Deiziad ar marv | 28 Du 1947 ![]() |
Lec'h ar marv | Béchar ![]() |
Doare mervel | marv dre zegouezh ![]() |
Abeg ar marv | gwallzarvoud-nij ![]() |
Lec'h douaridigezh | Vault of Governors ![]() |
Bugel | Henri Leclerc de Hauteclocque ![]() |
Kar | Renauld de Chaumont-Quitry ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg ![]() |
Yezh implijet dre skrid | galleg ![]() |
Micher | milour ![]() |
Bet war ar studi e | École Spéciale Militaire de Saint-Cyr, La Providence, Lycée privé Sainte-Geneviève, Skol varc'hegerezh Saumur, École de guerre ![]() |
Deroù ar prantad labour | 1924 ![]() |
Dibenn ar prantad labour | 1947 ![]() |
Relijion | catholic ![]() |
Brezel | Eil Brezel-bed, Operation Masterdom, Brezel ar Rif ![]() |
Skour lu | Tirlu gall ![]() |
Diellaouet gant | Servij istorel an Difenn ![]() |
Darvoud-alc'hwez | Battle of Kufra, aloubadeg Normandi, dieubidigezh Pariz, Liberation of Strasbourg ![]() |
Mount | Iris XVI ![]() |
Philippe François Marie Leclerc de Hauteclocque [1][2], ganet d'an 22 a viz Du 1902 hag aet da Anaon d'an 28 a viz Du 1947, a oa ur jeneral eus ar Frañs dieub e-kerzh an Eil Brezel-bed. Lakaet e oa bet da Marechal Bro-C'hall e 1952 goude e varv, hag e Bro-C'hall hiziv-an-deiz e vez graet alies anezhañ le maréchal Leclerc pe Leclerc.
Mab ur familh aristokrated, Hauteclocque a oa bet o studiañ en École spéciale militaire de Saint-Cyr, akademiezh c'hall al lu, e 1924. Goude e servij e-kerzh dalc'herezh ar Ruhr hag e Maroko e oa distroet da Saint-Cyr evel kelenner. Enoret e oa bet gant ar croix de guerre des théâtres d'opérations extérieures evit bezañ bet e penn ur bagad goumier e-kerzh tagadenn kavioù ha kaniennoù e Bou Amdoun d'an 11 a viz Eost 1933.
E-kerzh an Eil Brezel-bed e oa bet o stourm en Emgann Bro-C'hall. Bet e oa bet unan eus ar re gentañ o'n em sevel a-enep an arsav-brezel gant ar gouarnamant gall ha tec'het e oa da Vro-Saoz evit kenderc'hel ar stourm gant ar C'hallaoued Dieub renet gant ar jeneral Charles de Gaulle, oc'h implij an nom de guerre Leclerc evit ma chomje e familh e surentez kenkaz ma vije e anv gwirion da vezañ lennet er c'hazetennoù. Kaset e oa bet da Afrika ar C'heheder C'hall, eno e oa deuet a-benn da gendrec'hiñ ar pennoù lec'hel da vont a-du gant ar C'hallaoued Dieub. Ren a reas an nerzhioù lu a aloubas Gabon, enebet ouzh ar pennoù a chome leal da c'houarnamant Vichy. Eus Tchad e voe o sevel argadennoù war Libia italian. Goude ma vije bet aloubet Koufra gant e nerzhioù lu, en doa lakaet e soudarded da douiñ ar pezh a zo brudet hiziv evel Touadenn Koufra, ha touet o devoa kenderc'hel gant ar stourm betek ma vije savet o banniel war Iliz-veur Strasbourg. An nerzhioù renet gantañ, anvet Force L, o devoa stourmet e Libia e 1943, o devoa harpet Eizhvet lu Breizh-Veur pa oa o vont war-raok e Tunizia, ha kemeret o devoa perzh en dagadenn war al linenn Mareth. An nerzhioù L a oa bet troet goude-se en 2e Division Blindée, met an anv implijet ar muiañ e oa An Divizion Leclerc. Stourmet e oa bet ganto en Emgann Normandi, ha kemeret perzh e dieubidigezh Pariz ha Strasbourg.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Ganet Philippe François Marie de Hauteclocque, aotreet e voe ouzhpennañ e lesanv brezel Leclerc d'e anv gwirion goude ar brezel.
- ↑ Gouarnamant ar Republik C'hall (17 a viz Du 1945). Dekred war kemm un anv (fr).