Gwastell-amann
| Gwastell-amann | |
Gwastell-amann naturel | |
| Anvioù all | (fr) Quatre-quarts, (en) Pound cake |
|---|---|
| Lec'h orin | Europa an Norzh |
| Plas er servij | Dibenn-pred |
| Gwrezverk servij | Gwrez an endro |
| Danvez | Bleud, sukr, amanenn, vioù |
| Evajoù da heul | Gwin gwenn |
| modifier | |
Graet e vez gwastell-amann[1] eus ur wastell a orin eus Gwalarn Europa, a ya peder elfenn implijet kement-ha-kement d'hec'h ober (bleud, sukr, amann, vioù). Deuet eo da vezañ ur rekipe ardamezus eus Breizh abaoe deroù an ugentvet kantved.
Orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-hervez e vefe anadet ar wastell amann e Gwalarn Europa en XVIIIvet kantved dindan an anv a "pound cake" ("gwastell lur" e saozneg, dle. "gwastell a ya ul lur elfennoù d'he ober"). Ar c'hentañ rekipe "pound cake" a gaver en ul levr rekipe eus Breizh-Veur The Art of Cookery, skrivet gant Hannah Glasse hag embannet e 1747[2]. Ur rekipe pound cake, a gaver ivez er c'hentañ levr rekipe eus ar Stadoù-Unanet, American Cookery, embannet e 1796[3]
Cheñchet o deus an elfennoù e rekipe ar wastell hervez ar mare. Eliza Leslie, aozerez eus Direction for Cookery, embannadur 1851, a rae gant dek vi, battus aussi légèrement que possible, o meske gant ul lur bleud, a-raok fennañ chug daou aval-sitroñs ha teir orañjezenn vras. Cheñch a ra blaz ha tekstur ar wastell. Klotañ a ra niver ar vioù implijet gant deskrivadur ar wastell-amann e Plodiern ha Plonevez-Porze gant Gaston Esnault e deroù an XXvet kantved[4], anes e vefe ur seurt gwastell all gant amann.
En ur rekipe all e raed gant bleud maiz anvet « bleud indian » e saozneg[5]. Embannet e voe rekipe an 'Indian pound cake evit ar wezh kentañ e 1828 gant Eliza Leslie ha lakaet diwezhatoc'h e The Indian Meal Book[6] embannet e Londrez e 1846[7].
E Breizh e reer anv eus ar wastell-amann evit ar wezh kentañ e 1913, evel ur wastell fardet evit an euredoù hag ar badeziantoù e Ploudiern ha Plonevez-Porze[8]. Anv zo ivez er c'hazetennoù eus ur vretonez eus Ploudiern a ginnigas ur wastell-amann d'ar pab e 1933 e Roma[9]. Oc'h ober anv eus an darvoud-se end-eeun e skriver e Breiz e teu ar seurt gwastell-amann-se da vezañ brudet er vro[10].
Daveoù ha notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ "Gwastell-amann" hervez termofis, geriaoueg Ofis ar Brezhoneg, ha "Dictionnaire français-breton" M. Ménard.
- ↑ Glasse, Hannah (1747). The Art of Cookery, made Plain and Easy. 272 p.
- ↑ Byrn, Anne (2016). American Cake : Du pain d'épices colonial au calque classique, les histoires et recettes derrière plus de 125 de nos gâteaux les plus appréciés.
- ↑ "Danvez geriadur, Matériaux pour compléter les dictionnaires breton-français", Kemper, 1913, pennad gwastell : "gâteau saturé de beurre et d'oeufs pour repas de noces et de baptêmes"
- ↑ Byrn, Anne (2016). American Cake : Du pain d'épices colonial au calque classique, les histoires et recettes derrière plus de 125 de nos gâteaux les plus appréciés.
- ↑ Patrom:Lien web

- ↑ Le Courrier du Finistère, 2826/1, miz Du 1933
- ↑ Breiz, 332/2a, Gwengamp, 3 a viz Kerzu 1933