Petronius Maximus
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Henroma |
| Anv e yezh-vamm an den | Flavius Anicius Petronius Maximus |
| Titl noblañs | Impalaer |
| Nomen | Petronius |
| Deiziad ganedigezh | 396 |
| Lec'h ganedigezh | Roma |
| Deiziad ar marv | 31 Mae 455 |
| Lec'h ar marv | Roma |
| Doare mervel | muntr |
| Abeg ar marv | stoning |
| Tad | Anicius Probinus |
| Mamm | (Ennodia) |
| Pried | Licinia Eudoxia, Volusiana |
| Bugel | Palladius, Anicius |
| Familh | Tierniezh Teodosius |
| Gens | Petronia gens |
| Micher | politiker |
| Karg | Western Roman emperor, senedour roman, Praefectus urbi, konsul |
| Prantad | Low Roman Empire, late antiquity |
Flavius Anicius Petronius Maximus (war-dro 396 - 455) a oa bet impalaer roman e-pad daou viz hanter, eus ar 17 a viz Meurzh d'an 31 a viz Mae 455.
Ur senedour pinvidik a oa anezhañ. Perzh en dije kemeret en iriennoù a-enep ar jeneral Aetius hag an impalaer Valentinian III.
Petronius Maximus a gemeras kurunenn an impalaer goude marv Valentinian gant harp ar Sened roman, en ur rediañ an intañvez Licinia Eudoxia da eurediñ dezhañ[1].
Ouzhpenn-se e torras dimeziñ merc'h Valentinian, Eudocia hec'h anv, da Huneric, mab Genseric, roue ar Vandaled, hag e redias anezhi da eurediñ d'e vab Palladius. Fuloret e voe Vandaled Kartada, hag int da lakaat gouel da vont d'ober freuz ha reuz da Roma. Ha Maximus da glask tec'hel a-raok o dilestradeg. Met anavezet e voe gant an engroez ha drouklazhet, ha taolet e voe e gorf en Tibr.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Ret eo gouzout hag Valentinian III en devoa gwallet gwreg Petronius. Goude marv e gwreg, ha marv Valentinian III, Petronius e redias Licinia Eudoxia d'e zro dre zial.