Mont d’an endalc’had

Peter Niers

Eus Wikipedia
Peter Nirsch
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhAlamagn Kemmañ
Anv-bihanPeter Kemmañ
Deiziad ganedigezh16. century Kemmañ
Lec'h ar marvNeumarkt in der Oberpfalz Kemmañ
Doare mervelkastiz ar marv Kemmañ
Abeg ar marvstrap cutting, Breviñ ouzh ar rod Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetalamaneg Kemmañ
Micherlazher a steudad Kemmañ

Peter Niers (skivet Nirsch ha Niersch a-wechoù), ganet tro 1540 hag aet da Anaon d'ar 16 a viz Gwengolo 1581, a oa ul lazher a steudad ha torfedour alaman hag a voe lakaet d'ar marv d'ar 16 a viz Gwengolo 1581 en Neumarkt in der Oberpfalz, lec'hiet da 40 kilometr diouzh Nuremberg.[1] Hervez ar pezh a oa bet anzavet gantañ hag e gañfarted goude jahinerezh, e voe kondaonet evit 544 muntr, 24 anezho o vezañ tennañ ar fetusoù diouzh gof maouezed dougerezh evit implij ar c'horfoù evit lidoù hud (kredet e oa eus outañ e voe un hudour du galloudus, gant dreistgalloudoù lies). Ouzhpenn bezañ ul lazher a steudad e oa bet kondaonet evit bezañ un dendebrer.

An darn eus an titouroù a gaver hiziv-an-deiz a-zivout Niers a zo reoù kavet e kanaouennoù, "dezrevelloù", ha goulennoù enklask ofisiel, hag ivez dezrevelloù an anzavadurioù a oa bet goude jahinerezh. N'eo ket sklaer tamm ebet pet a dud a oa bet gouzañver eus Niers hag e vandennad, daoust hag e oa bet kement ha 544 den, pe daoust hag e oa bet just ur c'hofizadur dre forzh enduriñ.

Lakaet eo bet d'ar marv dre breviñ ouzh ar rod, bannet ar rod warnañ 42 gwech ha goude-se didroc'het a dammoù en vev.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. hervez nebeut mammennoù all e vije bet lakaet d'ar marv d'ar 5 a viz Meurzh 1581, gwelet da skouer en: Gönner, von Löwenthal (1805), footnote, p.155