Pete Rodríguez (El Conde)

Eus Wikipedia
Pete Rodríguez
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhPuerto Rico Kemmañ
Anv-bihanPete Kemmañ
Anv-familhRodríguez Kemmañ
Deiziad ganedigezh31 Gen 1932 Kemmañ
Lec'h ganedigezhPonce Kemmañ
Deiziad ar marv2 Kzu 2000 Kemmañ
Lec'h ar marvNew York Kemmañ
Michermuziker Kemmañ
Deroù ar prantad labour1963 Kemmañ
Tachennsalsa Kemmañ
Label sonerezhFania Records Kemmañ

Pedro Juan Rodríguez Ferrer (1933–2000), anavezetoc'h evel Pete "El Conde" Rodríguez, a oa soner ha kaner salsa ganet en Ponce, e Puerto Rico. E vab anvet eveltañ, Pete Rodriguez, zo ivez soner salsa ha jazz. Mab e oa da Emiliano Rodríguez hag Anatilde Ferrer Colón. Kregiñ a reas Pete "El Conde" Rodríguez da seniñ bongos d'an oad a 5 bloaz. Da 10 vloaz e sone e laz e dad, anvet El Gondolero.

Goude seniñ e meur a laz en e vro c'henidik ez eas, da 13 vloaz, da chom d'ar Bronx (e kêr New York) er bloavezhioù 1950. Da 17 e laboure e ti ur mouler. Mont a reas d'an arme e-pad brezel Korea.

P'edo o seniñ congas en un ostaleri er Bronx e sachas evezh Johnny Pacheco. E bladenn gentañ, Suavito, a voe embannet en 1963.