Perzh lec'hel (yezhoniezh)

Eus Wikipedia

Ur perzh lec'hel (saoz. aerial feature)a zo ur perzh a vez kavet e meur a yezh en hevelep lec'h hep ma vefe liamm tipologel ebet (Gw. da skouer Renkadur hervez ar vorfologiezh) kenetreze.

Peurliesañ e vez lakaaet a-stroll yezhoù disheñvel e familhoù yezh hervez ar perzhioù boutin kentereze o tont diwar ur yezh orin nemeti. Ar perzhioù lec'hel avat a denn da bezhioù yezhoniel a kaver entre meur a yezh dre en em levezoniñ an eil hag ebn abalomour ma vezont komzet gant tud o vevañ tost-tre an eil re ouzh are re all. A-wechoù ez eo diazet a-walc'h ober an diforc'h etre perzhioù boutin etre parioù yezh disheñvel o tennañ d'ur yezh voutin (tipologiezh) pe o tont diwar ul levezon kenetreze (perzh lec'hel).

Ur skouer vat a gaver e yezhoù Su Afrika: n'eus liamm orinel ebet etre ar yezhoù bantu evel an zulueg (isiZulu) hag ar xhosaeg (isiXhosa) diouzh un tu hag ar yezhoù Khoi-San diouzh an tu all. Kouskoude, kavet e vez ur re kensonennoù ral-tre anvet klikoù enne o-daou. E gwirionez voe bet ampreset ar sonennoù-se gant ar yezhoù bantu digant ar yezhoù khoi-san.