Mont d’an endalc’had

Personal defense weapon

Eus Wikipedia

Ar personal defense weapon (Arm emzifenn), berraet e PDW, zo ur meizad ganet er bloavezhioù 1990 evit envel un arm-tan bihan, gouest da vezañ implijet gant un dorn hepken en ur dennañ en ur mod aotomatek, ha resis betek 150 pe 200 metr, da lavaret eo pelloc'h evit ur bistolenn-vindrailher. Rankout a ra ivez bannadelloù ur PDW bezañ galloudus a-walc'h evit treuziñ ur jiletenn enep-boledoù.

Ar PDW a oa sañset un arm a gorde gant ezhommoù soudarded an eil pe an trede linenn, pe soudarded e-bourzh karbedoù evel an tankoù. Abalamour d'an tu a zo gant armeoù ar bed da izelaat an niver a armoù disheñvel a implijont, evit aesaat ar pourveziañ hag izelaat an dispignoù, eo bet dilezet ar meizad gante[1]. Implijet e vez ar PDW gant servijoù-gwareziñ pennoù-meur 'zo dreist-holl, evel ar Brügger & Thomet MP9 etre daouarn izili ar GSPR gall[2].

Skouerioù Personal Defense Weapons

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An FN P90 belgiat

Armoù 'zo savet adalek an Eil Brezel-bed evel an M1 Carbine a oa tost a-walc'h ouzh ur PDW, met ne oant ket aotomatek. N'eo nemet adalek dibenn an XXvet kantved e voe gouest an embregerezhioù armoù-tan da broduiñ Personal Defense Weapons gwir.

  1. (fr) VALANCE Régis, Le SIG MCX Rattler, e Cibles n°652, miz Here 2024, pp. 48-52
  2. (en) POTD: French Secret Service Protect President with B&T MP9 machine pistols (diellet), The Firearm Blog, 20/11/2015 (lennet d'ar 05/10/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan