Mont d’an endalc’had

Pepin an Tort

Eus Wikipedia
Pepin an Tort
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Anv-bihanPippin Kemmañ
Titl noblañspriñs Kemmañ
Deiziad ganedigezh770 Kemmañ
Deiziad ar marv811 Kemmañ
Lec'h ar marvPrüm Abbey Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvbosenn Kemmañ
TadKarl Veur Kemmañ
MammHimiltrude Kemmañ
FamilhKarolingidi Kemmañ
KargRoue ar Franked Kemmañ

Pepin an Tort, Pépin le Bossu e galleg, (war-dro 769-811) a oa mab henañ Karl Veur hag e serc'h Himiltrude. Roet e oa bet dezhañ anv e dad-kozh, Pepin Grenn. Disneuz ne oa ket, dremmet kaer e oa zoken, met abalamour d'ur c'hleñved e veze pleget e gein gantañ.

Abalamour ma ne oa barrek da vrezeliñ ha marteze dre ma ne oa ket dimezet e vamm, ne oa ket da gaout madoù e-leizh digant e dad. Koulskoude e veze graet brav dezhañ gant e dad, hag enoret muioc'h eget e vreudeur yaouankoc'h. Paotr hegarat e oa Pepin el lez. Moarvat e vage un tamm esper da ren war-lerc'h e dad. Met ur c'hoariell aes e oa ivez d'an noblañsed a vage droukrañs hag a veze oc'h arabadiñ warnañ e oa bet graet droug d'e vamm pa oa aet Karl da zimeziñ d'ur briñsez lombard, Desiderata.

E 780 e voe dishêrezhet Pepin gant e dad, ha badezet e drede mab, Karloman, hag adanvet Pepin.

Un arouez e oa an anv-se: hini Pepin Grenn, tad Karl Veur, e oa, hag a oa da dremen d'ur mab hervez ar c'hiz frank, ha d'ur mab a dle ren evel e dad-kozh. Marteze e c'haller gwelout aze levezon Hildegard, mamm Karloman, a glaske lakaat he mab da uhelaat diwar-goust mab serc'h he fried.

Aotre en doe Pepin da chom el lez, ha derc'hel a reas e dad d'e enoriñ dreist e vreudeur. Mignon e oa d'an noblañsed drouklaouen a roe ton d'e zroukrañs ouzh e vreudeur, hag e 792 e voe un toullad konted o terc'hel warnañ ken e kemeras penn o emsavadeg. Mennet e oa an emsavidi da lazhañ Karl, e wreg Hildegarde, hag he zri bugel. Neuze e rojent ar gurunenn da Bepin, a gave dezho e vije ur vergodenn aes da c'hoari ganti. D'an deiz lakaet e lavaras Pepin bout klañv, evit mont da gaout an iriennerien. Hogos e voe dezho dont a-benn eus o gwalldaol. Met un diagon lombard anvet Fardulf a ziskulias an irienn.
Ur vodadeg veur a voe dalc'het gant Karl e Regensburg da varn an dreitourien. Holl e oant kavet kablus, ha gourc'hemennet e voe o lakaat d'ar marv. Karantez a-walc'h en doa Karl ouzh e vab henañ rak kemmet e voe kastiz Pepin.

Kraouiet e voe en abati Prüm e 792 goude bet oc'h en em sevel a-enep d'e dad impalaer e 791. Eno e vevas evel manac'h un 20 vloaz c'hoazh.

Sevenadur stadunanat

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur fentc'hoarigan anvet Pippin (hervez e anv e saozneg) diwar-benn e vuhez, zo bet krouet e Broadway , ha n'eus ket nemeur a dra diazezet war an istor ennañ.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Winston, Richard (1954). Charlemagne: From the Hammer to the Cross. Indianapolis, Indiana: Bobbs-Merrill.
  • Pierre Riché, Les Carolingiens, une famille qui fit l'Europe, 1983