Penybont (Powys)

Eus Wikipedia

Penybont, skrivet ivez Pen-y-bont[1] zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh eus Kembre, e kreiz Powys, e Sir Faesyfed kozh. Emañ er biz da gêr Llandrindod, e-kichen an Afon Ithon.

Dismantroù ur c'hastell kozh zo eno, Kastell Cefnllys, savet a-hervez gant Elystan Glodrydd. Savet e voe un tammig kêr en-dro d'ar c'hastell. Er XVIvet kantved e oa Cefn-llys unan eus ar pemp kêr a oa e Sir Faesyfed, met diwezhatoc'h ez eas war ziskar.

Ouzhpenn kêriadenn Penybont, emañ ivez kêriadenn Llandeglan er gumuniezh.

E 2011 e oa 428 a dud o chom e kumuniezh Penybont ha 53 anezho a oa kembraegerien (12,8%)[2].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Enwau Cymru
  2. Ystadegau Allweddol ar gyfer Cymru. Swyddfa Ystadegau Gwladol. .