Pennrenerezh ar misiloù hag ar c'hanolierezh
| Rann eus | Ministrerezh an Difenn (Rusia), Ministry of Defense of the Soviet Union, Ministry of War of the Russian Empire, College of War |
|---|---|
| Anv berr | ГРАУ |
| Stad | Grand Principality of Moscow, Tsardom of Russia, Impalaeriezh Rusia, Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel, Rusia |
| Lec'h | Moskov |
Pennrenerezh misiloù ha kanolierezh Ministrerezh difenn Kevredad Rusia (rusianeg : Гла́вное раке́тно-артиллери́йское управле́ние Министе́рства оборо́ны Росси́йской Федера́ции, ГРАУ Миноборо́ны Росси́и – Glávnoye Rakétno-Artilleríyskoye Upravléniye Ministérstva oboróny Rossíyskoy Federátsii, GRAU Minoboróny Rossíi), brudetoc'h dre ar gwreskanv ГРАУ / GRAU, zo un departamant eus Ministrerezh difenn Rusia. Suj eo da Renerezh armamant ha munisionoù nerzhioù lu Rusia, ha da vesministr an difenn.
An aozadur a oa bet savet e 1862 gant an anv Главное Aртиллерийское Yправление (Glavnoye Artilleriyskoye Ypravleniye ГАУ, "Pennrenerezh ar C'hanolierezh", GAU). An "R" e "GRAU" a oa bet ouzhpennet en titl d'an 19 a viz Du 1960, diwar "rokedennoù".
Ar GRAU a gas roadennoù a-fed dafar pe munisionoù da dirlu Rusia.
E miz Ebrel 2025, penn ar GRAU e oa ar major-jeneral Aleksey Volkov.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar meneger GRAU, sistem envel an armoù soviedel ha rusian gant kodoù normativet.