Mont d’an endalc’had

Penn Stad

Eus Wikipedia
penn Stad
type of position
Iskevrennad eusden Stad, lusker Kemmañ
Rann eusStad Kemmañ
Stumm gourel an dikedennchef d'État, jefe de Estado, valstybės vadovas, xefe de estado Kemmañ

Ur penn Stad a vez graet eus un hinienn e-penn ur Stad emveliek.[1] An titl roet d'ur penn Stad a zo disheñvel hervez ar broioù hag an doare gouarnamant o ren war ar vro, hag an doare da zisrannañ ar galloudoù ; galloudoù ur penn Stad a zo ledan o doareoù hervez ar broioù, eus bezañ penn ar gouarnamant betek bezañ tamm-pe-damm ur penn evit al lidoù ofisiel nemetken.

En ur renad parlamantel, evel en India pe ar Rouantelezh-Unanet, ar penn Stad a zo dreist-holl galloudoù lid gantañ, gant ur penn gouarnamant disheñvel[2]. En desped da-se, e lod eus ar renadoù parlamantel, evel e Suafrika, ez eus ur prezidant gant ar galloud ec'hounid (d'ober) hag a zo penn ar Stad kement ha penn ar gouarnamant. E lod eus ar renadoù parlamantel all, penn ar Stad n'eo ket penn ar gouarnamant, met galloudus eo memestra, evel e Maroko. Doareoù all a zo d'ober, evel en ur renad dambrezidantel, evel e Bro-C'hall, e-lec'h ma'z eus ur penn Stad hag ur penn ar gouarnamant, an daou anezho o vezañ de facto pennoù ar vro (sañset eo bezañ rannet leadership ar vro etrezo).

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Foakes, pp. 110–11 "[Penn ar Stad] eo korfadur ur Stad, pe an hini a zo skeudenn (kannad pennañ) ur vro war an dachenn etrebroadel."
  2. Foakes, p. 62