Penn-Da-Benn
Penn-Da-Benn a zo anv ur stal-levrioù brezhonek bet e Kemperle, war ar blasenn Sant Mikel, etre 1996 ha 2022.
Dalc'het e oa gant Marijo Mellouët, un emsaverez sevenadurel vreizhat. Perzh e oa ar stal-levrioù Penn-Da-Benn deus ar genrouedad stal-levrioù Kenstroll betek 2022, p'eo bet serret ar stal.
Ul lec'h arzel liesseurt e oa ar stal, perzh deus Festival taol Kurun bep bloaz ha deus e genstrivadeg haiku.
Arzourien brezhoneg liesseurt a zaremprede ingal al lec'h. Skrivagnerien da gentañ, boaz da zont da sinañ ul levr nevez-deuet, met ivez sonerien, prezegennerien, barzhed, ha betek livourien pa oa deuet da vezañ ul lec'hig diskouezadegoù ivez. Anavezet e oa al lec'h evel ti ar sevenadurioù minorelaet, liessevenadurel ha liessokial. Betek an Tad nedeleg a veze gwelet eno bep bloaz gant e varc'h, da gas ar vugale d'ober tro ar c'harter.
Arzourien lakaet war wel e Penn-Da-Benn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Sonerien: trio Louarnika, Duo Elodie Jaffré / Awena Lucas, duo Arrin, Zrnì, La Gwad gant Didier Dreo, Gauthier Istin...
- Leurennerien hag aktourien c'hoariva: Iona Gauchet, Mai Lincoln, Anaël Guyomarc'h, Katell Kloareg, Quentin Morvan...
- Livourien: Claude Huart, Marthe Lallemand, Karolina Klimeová...
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Bali Breizh e Kemperle : levrdi Penn da benn/Librairie Penn da benn, Bali Breizh, FR3.