Pellskriverezh
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ar pellskriverezh, en un ster hollek, a denn da dreuzkas war bellhent ar c'hemennadoù dre godoù arouezennoù enno, ma anavez ar c'hemennadour anezho hep eskemm fetis na treuzdougen gant un draezenn bennak. Diouzh-se e c'heller lakaat ar c'hehentiñ dre ar bannieloù hag an arhentoù semaforek e rummad ar pellskriverezh pa n’eo ket posupl evit ar c'hehentiñ dre dubeed beajour. Gwezhall-gozh ne c'helle ket ar c'hehentiñ dre arhentoù, evel ar re a voe ijinet gant Hensinaiz, treuzkas testennoù diforzh ha ne vijent ket bet rakwelet ha savelet.
Pellskriver Chappe dre arhentoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur pellskriver gwir, ar pellskriver Chappe, hag an hini kentañ implijet a-vras, a voe ar mekanik arhentoù ijinet gant Claude Chappe e diwezh an XVIIIvet kantved. Astennet e voe ar peulioù arhentañ e Bro-C'hall hag e pep tiriad a voe aloubet gant Bro-C'hall pa voe Napoleon Iañ o ren.
Pellskriver tredanel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er Rouantelezh-Unanet e voe ijinet ur pellskriver tredanel gant Cooke ha Wheatstone evit kehentiñ a-hed al linennoù-tren evit o merañ. War-dro 1840 e teuas war wel ar reizhiad kehentiñ diazezet war ar c'hod treuzskrivadur ijinet gant Samuel Morse er Stadoù-Unanet. Dale zo bet evit staliañ ar mod nevez e Bro-C'hall pa veze arveret un niver bras a beulioù Chappe, ken e voe kroget gant ober gant ar pellskriver tredanel goude bezañ bet kavet un doare evit o lakaat da gehentiñ etrezo.
E 1865 e voe divizet implijout ar reizhiad kodiñ Morse er bed a-bezh, met hervez cheñchamantoù ijinet en Alamagn.