Pellabour
| Iskevrennad eus | working conditions, working from home |
|---|---|
| Deskrivet en URL | http://servicios.infoleg.gob.ar/infolegInternet/anexos/340000-344999/341093/norma.htm |
| Pleustret gant | remote worker |
| Enebet ouzh | return to office |
| URL an daveenn | http://www.risorsedisumane.com/telelavoro/ |
Pellabour, a vez graet eus ar fed labourat eus ar gêr pe eus ul lec'h all, e lec'h labourat en ur burev pe al lec'h labour boaz.
Ar fed labourat er gêr a zo bet abaoe kantvedoù, met ar pellabour evit milieroù a implijidi a zo kroget da vat er bloavezhioù 1970, memes ma chome bihan a-fed hollad an implijidi. Dasoc'h an teknologiezhoù eo a vez kaoz eus al lusk-se rak teiñ a ra an tu da liammañ ar burevioù gant an tiez pe lec'hioù all evel ar pellgomz. Ledanaet eo ar pellabour er bloavezhioù 1990 ha 2000, aesaet gant donedigezh teknologiezhoù an internet evel ar poelladoù kenlabour pe cloud computing pe prezegenn dre bellgomz. E 2020, gant enkadenn ar C'hovid-19 eo bet buanaet an treiñ eus al labour dibaouez en embregerezhioù evit implijidi ar burevioù dre ar bed, ar pezh a zo bet chomet ur boaz abaoe memes goude fin ar c'henfinamant.