Mont d’an endalc’had

Pel Drukpay Tcheutsok

Eus Wikipedia
An Templ.

Pel Drukpay Tcheutsok (e tibeteg : དཔལ་འབྲུག་པའི་ཆོས་ཚོགས་, wylie : dpal 'brug pa'i chos tshogs, « kreizenn Dharma an Drukpa-ed c'hlorius ») a zo ur c'hongregadur boudaat lec'hiet e Plourae e Bro-Gwened (Roue Morvan Kumuniezh), e Breizh.

Digoret e voe ar gumuniezh-se e 1985, lec'h ma oa un atant gwechall.

Sez europat skourr Drukpa skol Kagyupa ar voudaegezh tibetan eo. Drubpön Ngawang Tenzin eo kannad en Europa ar Gyalwang Drukpa, penn ar skourr Drukpa, hag emañ o chom e Plourae.

Kevreet eo ar gumuniezh Pel Drukpay Tcheutsok ouzh Drukpa Pariz. Ezel eo eus Kevredad ar voudaegezh tibetan hag eus Unaniezh voudaat Frañs.

Goudor ar vilin a bedennoù.

E-pad e weladenn e Bro-C'hall ha Breizh e miz Eost 2008, an Dalai Lama a zeuas da weladenniñ kreizenn Pel Drukpay Tcheutsok ha degemeret e voe gant tost da 5 000 a dud[1].

Degemeret eo bet ar Gyalwang Drukpa er greizenn etre ar 27 a viz Kerzu 2008 hag 3 a viz Genver 2009.

  • Marie-José Lamothe, luc'hskeudennerez, skrivagnerez ha troourez c'hall arbennikaet war Tibet.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. ↑ (en) His Holiness the Dalai Lama to Visit France, TibetNet, 8 a viz Eost 2008 reproduet war Phayul.com