Mont d’an endalc’had

Peenemünde

Eus Wikipedia
Peenemünde

Ar porzh-mor
Melestradurezh
RiezAlamagn Alamagn
Länder Mecklenburg-Vorpommern
ArondisamantVorpommern-Greifswald
KumuniezhUsedom-Nord
BürgermeisterRalf Turowski (06/2026)
Kod kumun13075106
Kod post17449
Kod pellgomz038371
Douaroniezh
54° 08′ N, 13° 46′ R
Peenemünde

Gorread25,74 km²
Uhelder2 m
Poblañs430 (31/12/2025)
Stankter17 den/km²

Internetamtusedomnord.de/

Peenemünde zo ur porzh bihan war aod Mecklenburg-Vorpommern, en hanternoz Alamagn.

Kumun hanternosañ enez Usedom eo Peenemünde. Emañ war ribl ar Peenestrom, ur vrec'h-vor hag a zisparti Usedom diouzh an douar-bras.

Eno e oa bet diazezet Kreizenn ensklak an arme (en alamaneg : Heeresversuchsanstalt Peenemünde, HVP) e 1937, evel unan eus ar pemp lec'h ma veze amprouet armoù ar Wehrmacht. Ar fuc'helloù V1 ha V2 a voe produet hag arnodet e Peenemünde e-pad an Eil Brezel-bed. Distrujet e voe savadurioù ar greizenn enklask-se goude ar brezel, ha ne chom ket kalz a dra war-bouez an aerborzh hag ar greizenn dredan.

Implijet e voe porzh Peenemünde gant an arme soviedel betek 1952 ha gant nerzhioù polis hag arme Republik Demokratel Alamagn goude.

Goude adunanidigezh Alamagn e voe digoret Historisch-Technisches Museum Peenemünde ("mirdi istorel ha teknikel Peenemünde") er savadur a dalveze da greizenn dredan, ur mirdi diwar-benn istor ar greizenn-enklask vilourel hag ar fuc'helloù hag an armoù amprouet eno.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.