Pax et treuga Dei
Stad | Spagn ![]() |
---|
Pax et treuga Dei, berraet e Pax Dei ( Alamaneg: Gottesfrieden; Galleg: Paix de Dieu; Katalaneg: Pau i Treva de Déu) zo ur meizad relijiel ha politikel savet gant an Iliz katolik e-pad ar Grennamzer evit reizhekaat liammoù ar c'hladdalc'helezh dreist-holl a-fed feulster.
Kroget eo sioul en IXvet kantved dre ziorroadur ar gevredigezh gladdalc'hel o welet al liammoù politikel ha perc'henniñ douaroù kouezhet hag erlec'hiet gant an nerzh hag ar feulster.
Georges Duby en devoa displeget degasadennoù ar Pax Dei: "Pax et treuga Dei, o kendeuziñ liammoù sakr ha prevez, a sikouras ga grouiñ ul lec'h a c'helle bezañ hini ar gejañ er gumuniezhioù hag a roas lañs d'un adsavidigezh d'ul lec'h foran a live gant ar gêriadennoù ... En 11vet ha 12vet kantved e oa bevet e skeud an iliz, en ur zonenn divec'h lec'h ma oa difennet ar feulster dre reolennoù ar peoc'h [relijiel]."