Paul ar souae
Paul ar souae pe Paul ar morgazh (Krake Paul) (Weymouth, 2008 - Oberhausen, 26 a viz Here 2010) a oa ur souae tapet brud gantañ er bed a-bezh gant e ziouganoù war zisoc’hoù skipailh broadel mell-droad Alamagn. En akwariom Sea Life en Oberhausen, en Alamagn, edo o vevañ. A-raok krogadoù etrebroadel skipailh Bro-Alamagn e veze kinniget da Baul daou endalc'her treuzwelus peurheñvel serr (met barrek e oa d'o digeriñ), boued heñvel e-barzh (ur vesklenn); war unan eus an endalc'herioù e oa banniel Alamagn ha war egile banniel bro ar skipailh a vo o kevezañ outañ. Soñjal a raed ez a Paul da gerc'hat e voued er voest ar skipailh a c'hounezfe. E-kerzh UEFA Euro 2008 en devoa "diouganet reizh" 70% eus disoc'hoù skipailh Alamagn ha 100% betek-henn evit Kib mell-droad ar bed 2010 dalc'het e Suafrika.
Marvet eo e-kerzh an noz etre al Lun 25 hag ar Meurzh 26 a viz Here 2010 diwar ur marv naturel (ne vev ket ar souaeed en tu-hont da 3 bloaz).
E anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dont a ra e anv eus ar varzhoneg Der Tintenfisch Paul Oktopus savet gant ar skrivagner alaman evit ar vugale Boy Lornsen.
Diouganoù Paul[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Taolenn dezastum evit krogadoù skipailh Alamagn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kevezour | Tournamant | Prantad | Diougan Paul | Disoc'h | |
---|---|---|---|---|---|
![]() |
Euro 2008 | Prantad a-strolladoù | ![]() |
2-0 | Mat |
![]() |
Euro 2008 | Prantad a-strolladoù | ![]() |
1-2 | Fall |
![]() |
Euro 2008 | Prantad a-strolladoù | ![]() |
1-0 | Mat |
![]() |
Euro 2008 | Kard gourfenn | ![]() |
3-2 | Mat |
![]() |
Euro 2008 | Hanter gourfenn | ![]() |
3-2 | Mat |
![]() |
Euro 2008 | Gourfenn | ![]() |
0-1 | Fall |
![]() |
Kib mell-droad ar bed 2010 | Prantad a-strolladoù | ![]() |
4-0 | Mat |
![]() |
Kib mell-droad ar bed 2010 | Prantad a-strolladoù | ![]() |
0-1 | Mat |
![]() |
Kib ar bed 2010 | Prantad a-strolladoù | ![]() |
1-0 | Mat |
![]() |
Kib ar bed 2010 | Eizhvet gourfenn | ![]() |
4-1 | Mat |
![]() |
Kib ar bed 2010 | Kard gourfenn | ![]() |
4-0 | Mat |
![]() |
Kib ar bed 2010 | Hanter gourfenn | ![]() |
0-1 | Mat |
![]() |
Kib ar bed 2010 | Trede plas | ![]() |
3-2 | Mat |
Evit krogadoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Skipailhoù | Tournamant | Prantad | Diougan Paul | Disoc'h | |
---|---|---|---|---|---|
![]() ![]() |
Kib mell-droad ar bed 2010 | Gourfenn | ![]() |
0-1 | Mat |